[go: up one dir, main page]

Nimfezed

(Adkaset eus Nimfenn)

An nimfenned pe nimfezed (henc'hresianeg : νύμφη, nýmphē) eo an anv hollek a rae tud Henc'hres eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.

Nimfezed ha satir, gant William-Adolphe Bouguereau (1873)
Hilas hag an NimfezedJohn William Waterhouse (1896)
Nimfenn an dourHerbert Draper (1908)

Ganet e oant eus an andonioù a zeue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.

Stag int ouzh ul lec'h pe un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vez ouzh un doueez e vez kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.

Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.

Perzhioù an nimfezed

kemmañ

Hervez tud Hellaz kozh o devoa galloud da strujusaat dre veskañ an aer hag an dour hag ar c'hoadoù. Madelezhus e oant ouzh an natur hag ouzh an dud. Gwareziñ a raent an dud yaouank a yae da gouronkañ da feunteunioù zo, da vezañ glanaet evit genel bugale.

Perzhioù all o doa c'hoazh : diouganerezed e oant, lavarout a raent d'an dud klañv pe da vat pe da fall e troje o chleñved ; gouest e oant da reiñ, d'an dud a eve dour sakr o eien, c'hoant d'ober traoù kaer ha soñjoù uhel ; pareañ a raent kleñvedoù zo gant an dour-se ivez.

Niverus e oant, ha renket e vezont e meur a rumm.

Er mojennoù en o gweler o karout doueed pe tud, o c'henel harozed, hanter doueed, gourdadoù an dud. Boudiged an Henamzer int.

Livadurioù

kemmañ