[go: up one dir, main page]

An Nereidezed a zo doueezed, niverus hag a eil renk, hag a vev er mor. Merc'hed int d'an doue Nereüs ha d'an doueez Doris.

An Nereidezed, livet gant Gaston Bussière.
Mougev ar Gorventenn, livet gant Edward John Poynter.

Gerdarzh

kemmañ

E gregach Νηρείδες, Nêreídes, pe Νηρηίδες, Nêrêídes. En unander Νηρείς, Nêreís, pe Νηρηίς, Nêrêís, eus ar verb νέειν, néein, « neuial ».

O doare

kemmañ

Un hanter-kant zo anezho, ha bez' e vezont da-heul Poseidon dalc'hmat. Diskouezet e vezont evel merc'hed yaouank kenedus, perlez ganto en o blev. Douget e vezont war delfined pe kezeg-mor, ur forc'h tridant en o dorn, pa ne vez ket ur gouralenn pe ur gurunenn. A-wechoù e vezont diskouezet gant lostoù-pesked.

Hiniennoù

kemmañ

Brudet ez eus div pe deir dreist ar re all, evel Amfitrite, gwreg Poseidon, pe Thetis, mamm Ac'hilleüs, pe Galateia, karet gant Pygmalion.

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.