[go: up one dir, main page]

An Naiadezed (e henc'hresianeg Ναιάδες / Naiádes pe Ναίδες / Naídes pe Νάιτιδες / Náitides eus νάειν / náein, « berañ ») a oa nimfezed, pe doueezed a eil renk, hag a veve en dour, er feunteunioù hag er stêrioù, hervez mojennoù Hellaz kozh. Kehelet e vezent dre ma oant merc'hed da Zeus, pe d'an doueed-stêr, pe da Okeanos, hogen war ar maez hepken. Niverus e oant eta, hag anaout a reer anvioù un nebeud anezho.

Naiadezed, gant Gioacchino Pagliei, e 1881.
Un Naiadenn, livet gant John William Waterhouse, 1893. Amañ e weler mojenn an Naiadenn Melite o tont davet Herakles o kousket.

Kinniget e veze givri hag ein dezhe, laezh ha frouezh ha bleunioù a veze lakaet war o aoterioù. Livet e vezont evel merc'hed yaouank koant, diwisk a-walc'h, pe gant plant en o blev.

Levrlennadur

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.