[go: up one dir, main page]

Mikael Agricola, a oa Mikael Olavinpoika e anv gwir (Pernaja, 1510 - Uusikirkko, 9 a viz Ebrel 1557), a oa ur beleg eus Finland hafg a voe ar skrivagner kentañ e finneg. Gant se e reer anezhañ "tad ar finneg skrivet" pe "tad ar finneg lennegel". Eskob Turku e teuas da vezañ e 1554 hag unan eus pennañ luskerien an Disivoud protestant e voe e Sveden ha Finland.

Mikael Agricola.

Gant Agricola e voe savet al levr kentañ moullet e finneg, e 1543, Abckiria ("Levr an ABC"). Ne chom skouerenn ebet eus an embannadur kentañ-se. Advoullet e voe div wech, e 1551 ha 1559. Gant Mikael Agricola e voe troet e finneg an Testamant Nevez ivez (Se Wsi Testamenti, e 1548), ul lodenn eus an Testamant Kozh ha skridoù relijiel all evel ul levr pedennoù (Rucouskiria, e 1544).

Gant e labour e voe diazezet reolennoù skrivañ ar finneg, hag a dalvez c'hoazh dre vras evit ar yezh-se bremañ. D'an 9 a viz Ebrel, deiz e varv, e lider un devezh-gouel en enor d'ar finneg e Finland.

Liamm diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.