[go: up one dir, main page]

Mikael zo un anv-badez brezhonek, svedek, finnek hag armeniek a zeu eus an hebraeg : מיכאל. Talvezout a ra : "Piv a zo evel Doue?" (MI KA EL = MI : Piv? - KA : Evel - EL, berradur Elohim : Doue). E-touez meur a Vikael er Bibl e kaver an arc'hael Mikael. Rak-se eo deuet mat an anv gant tud eus kalz broioù gant un hengoun kristen. Deuet eo da vezañ un anv-familh ivez, ha stummoù zo forzh pegement, da skouer Michaels, Carmichael, Mitchell, Michalski, etc. Mikael eo ar stumm a gaver evel anv-familh e Breizh (alies er stumm gallekaet Michel) hag en Etiopia.

Er yezhoù all

kemmañ

Kavet vez an anv en holl yezhoù Europa ha dre ar bed :

  • Gresianeg :
  • Μιχάλης (distaget Michalis)

Stummoù brezhonek all

kemmañ
  • Evit ar merc'hed : Mikaela.
  • Evel eil anv-badez : Yann-Vikael, brezhonekadur an anv gallek Jean-Michel, a zeu da vezañ Yann-Kael a-wechoù, hag ivez Kaelig, ha Kelig;
  • Mickaël hag a-wechoù Mikaël eo ar stumm brezhonek gallekaet.

Sent kristen

kemmañ

An arc'hael Mikael. Lidet e vez Mikael d'an 29 a viz Gwengolo, un deiziad pouezhus e Breizh hag en Europa ar C'hornôg.

Rieien

kemmañ

Meur a rieg a oa anvet Mikael er broioù-mañ :

Lec'hioù anvet Mikael

kemmañ
 
Chapel Sant-Mikael war Menez-Mikael-an-Are, ha lenn Sant-Mikael a-dreñv.

Evit ar broioù all, gwelit Michael, Michel hag all.

Tud dibar anvet Mikael

kemmañ
 
Mickaël Landreau en Oriant e 2019.

Traoù all

kemmañ
  • miz Gouel-Mikael : e bro-Wened, miz Here
  • ul laz-kanañ eus Plougerne, eus ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo anvet Kenvroiz Dom Mikael diwar anv Mikael an Noblez
  • e-touez 33 delwenn Chapel Kervaria An Iskuit e kaver delwenn Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun).

Lavaroù

kemmañ
  • Ma vez gwelet un aval 'benn gouel Yann, 'Benn gouel-Mikael weler kant

Gwelit ivez:

kemmañ