[go: up one dir, main page]

Meulbrezegennoù latin

Panegyrici Latini pe Meulbrezegennoù latin a reer eus un dastumad daouzek prezegenn a veul oberoù un toullad impalaerien roman, savet gant skrivagnerien disheñvel, etre ar Iañ kantved hag ar IVe kantved.

Roll ar meulbrezegennoù

kemmañ
  • Meulbrezegenn Trajan, gant Plinius ar Youankañ
  • Meulbrezegenn Maksimian, gant Mamertin, bet displeget e Trier e 289
  • Meulbrezegenn, anavezet Genethliacus, evit Maksimian, gant Mamertin, bet displeget e Trier, e 291
  • Meulbrezegenn Konstañs (*Chlor), goude aloubadeg Enez Vreizh, bet displeget e Trier e 297
  • Prezegenn Eumenius evit adaozerezh skolioù Autun; bet displeget dirak prefed ar rannvro Lugdunensis, e Autun, e 298
  • Gourc'hemmenoù da Gustentin evit e eured gant Fausta, merc'h Maksimian; bet displeget e Trier (?) e 307
  • Prezegenn da Gustentin, an deiz war lec'h marv Maksimian hag ur ergerzh-brezel war ar Rhin, bet displeget e Trier e 310
  • Trugarezioù Kêr-Autun d'an impalaer evit disammadurioù-telloù, bet displeget e Triere 312
  • Gourc'hemmenoù d'an impalaer evit ergerzh-brezel en Italia, ha trec'h Maksens, bet displeget e Trier e 313
  • Prezegenn en enor Kustentin, evit e 15vet bloaz gouarnamant, hag ar Gaezared evit o Quinquennalia, bet dispeget e Roma gant Nazarius, e 321
  • Trugarezioù ar c’hoñsul nevez Mamertin d'an impalaer, prezegenn bet dispeget e Kergustentin e 362
  • Meulbrezegenn Teodoz, gant Pacatus, goude dismantr Maksim; bet displeget e Roma e 389

Levrlennadur

kemmañ
  • Panégyriques latins. Texte établi et traduit par Edouard Galletier. Belles Lettres. Tome I (I-V), 1949; Tome II (VI-X), 1952; Tome III (XI-XII), 1955