[go: up one dir, main page]


Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway

Manchester

Concilio et labore
Dre furnez ha striv

53°28′46″ N, 2°14′43″ W

Kêr Manchester e Bro-Saoz
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Broad Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Maer
(Lord Mayor)
Abid Latif Chohan (2019 →)

Gorread 115,65 km²
Poblañs
hep kontoù doubl
552 858 (2019)
Stankter 4 780 ann./km²

Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.

  • I.A. 4687 (Iter II) ː MAMUCIO
  • I.A. 4822 (Iter X) ː MAMCUNIO / MANCUNIO
  • Ravenna 10658 ː MANTIO / MAUTIO / MANCIO

Talvoudegezh ː diwar *mammula, evit kaozeal diouzh ur run heñvel diouzh ur vronn[1].

 
Mamucium da vare ar Romaned

Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvlec'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.

Mancunians eo anv annezidi Manchester e saozneg.

Arkeologouriezh

kemmañ

Kêrioù gevellet ha koñsuldioù

kemmañ

Gevellet eo Manchester gant meur a gêr[2],[3].

E Manchester e kaver ar muiañ koñsuldioù e Breizh-Veur er-maez eus Londrez : ouzhpenn 800. O servijoù a ra war-dro al lodenn vrasañ eus Norzh Bro-Saoz. Staliet e oa ar re gentañ er bloavezhioù 1820 dre ma oa o kreskiñ al liammoù kenwerzh etrebroadel e-pad an Dispac'h Greantel[5],[6],[7].

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  2. (en) 'Manchester City Council: International civic links'. Kavet : 07/01/2022.
  3. (en) 'Manchester Evening News, 27/0/2009. Kavet : 07/01/2022.
  4. Pa oa skoulmet ar gevelliñ e oa ar gêr e Republik Demokratel Alamagn ha Karl-Marx-Stadt a oa he anv.
  5. (en) Fox, David. Manchester Consuls. Lancaster : Carnegie Publishing, 2007 (ISBN 78-1-85936-155-9)
  6. (en) 'Manchester Consular Association'. Kavet : 07/01/2022.
  7. (en) 'List of Consulates, Consulate Generals and High Commissioners'. Kavet : 07/01/2022.