Mammeg
Mammeg, pe mamm-gaer a vez graet gant ur pried eus mamm ar pried all. Daou seurt mammeged (pe mammoù-kaer) zo enta: mamm ar gwaz ha mamm ar wreg.
An daou seurt mammoù-kaer a vez goapaet didruez er sevenadur gall: ur gwall samm e vije ar vamm-gaer peurvuiañ. Kalz nebeutoc'h e weler se betek-hen e sevenadur Breizh avat, troet da c'hoapaat aes koulskoude: ret e vez plijout d'an danvez mamm-gaer da gaout ar verc'h, evel ma weler er c'hrennlavar: Dreist moue ar gazeg kozh e vez tapet an ebeulez.
Droukvesk
kemmañAbalamour d'ar ger gallek e vez droukvesket mamm-gaer ha lezvamm a-wechoù: lezvamm Luduennig, er gontadenn, n'eo ket mamm-gaer dezhi evel-just.
Istor
kemmañRoma
kemmañHervez Ploutarc'hos[1], ne c'halle ket ur vamm-gaer, e Roma, degemer prof ebet digant he mab-kaer. Juvenal a skriv: Peoc'h ebet n'hall bezañ e ti daou bried keit m'emañ ar vamm-gaer en he yec'hed.
Mammeged gall
kemmañSavet eo bet brud fall ar mammoù-kaer gant ar c'homediennoù, ma weler enne mammoù-kaer droch ha ne gavont ket mat a-walc'h o deuñv evit o merc'h.
En un doare all, goude Brezel Aljeria ha donedigezh Yuzevien Maghreb da Bariz a-leizh, ez eus bet brudet, dre skinwel ha filmoù gall, ur patrom nevez: hini ar vamm yuzev, a dro aes da vamm-gaer, ha na gav plac'h ebet da zereout ouzh he mab.
Gouel ar vamm-gaer
kemmañE Brazil
kemmañE Brazil ivez e vez graet goap eus ar mammoù-kaer. Gant ar skrivagner Andrey do Amaral eo bet embannet al levr Como Enlouquecer Sua Sogra (Penaos lakaat ar vamm-gaer da bennsodiñ) ha berzh en deus graet.
D'an 28 a viz Ebrel emañ an Dia da Sogra, deiz ar mammoù-kaer.
E Bro-Saoz
kemmañAr rouanez Victoria a veze graet mamm-gaer europa anezhi, dre ma oa dimezet he bugale e lezioù Europa.
E Chile
kemmañKlasket ez eus bet brudañ un Dia de la suegra eno ivez, e miz Here.
E Bro-C'hall
kemmañPoan a zo oc'h aozañ ur Gouel ar vamm-gaer er vro-se, hag o kavout an deiz a zere: uhttp://www.lavoixdunord.fr/Locales/Avesnes_sur_Helpe/Bonjour/2011/03/30/article_la-fete-des-belles-meres.shtml
Lennegezh c'hallek
kemmañ- Ar varzhoneg Gendre et Belle-mère gant Maurice Rollinat [1]
- Ar gontadenn Scientia liberatrix, ou la Belle-mère explosible, gant Alphonse Allais
Lennegezh vrezhonek
kemmañ- Ar ganaouenn Me mam-gaer (ha n'eo ket mammeg), gant Guillam er Borgn.
Liammoù diavaez
kemmañ- Anna Marie : La Belle-mère (1842).
- Salomon Reinach, Le gendre et la belle-mère, L'Anthropologie (1911).
- Nathalie Couture : www.confessionsdunebellemere.com Blog gallek.
- Andrey do Amaral : [2], a-zivout e levr Como Enlouquecer Sua Sogra .
- Deiz ar vamm-gaer e Brazil: 3c62TsWqDaX44QSrobDWAw.
- Mousfent gall:[ https://web.archive.org/web/20111107023546/http://humour-blague.com/blague/belle-mere.php].
- E saozneg: http://www.motherinlawstories.com/
Notennoù
kemmañ- ↑ Ploutarc'hos, Quaest. rom., VIII