Loeiz II (roue ar Franked)
Loeiz II, lesanvet Loeiz ar Gag (846-† 879), roue ar Franked (877-879), a oa mab da Garl Voal hag Ermentrud Orleañs. Kurunet e oa da gentañ roue Akitania e 867 ha roue Bro-C'hall goude e 877, met hep Provañs, roet gant e dad da Voson Provañs.
Besteod e oa Loeiz II, ar pezh a vire outañ a gomz dirak an dud hag a noaze ouzh e veli.
Daoust dezhañ da vezañ bet kurunet un eil gwezh gant ar pab Yann VIII e-pad sened-iliz Troyes e miz Gwengolo 878 e chom ur roue hep galloud, mestroniet gant galloud ar vrientinelezh. Koulskoude ez eo fur a-walc'h evit skoulmañ un emglev, er memes bloavezh, gant e genderv Loeiz Saks, a gadarna rannidigezh Loren graet gant o zad e 870.
Dimeziñ ha bugale
kemmañEurediñ a reas da Ansgard Burgondia, mamm Loeiz III ha Karloman II, ha goude se d'ar rouanez Adelaid Frioul a roas dezhañ ur mab : Charlez III, bet ganet goude e varv.
En e raok: Karl Voal |
Rouaned ar Franked 877 – 879 |
War e lerc'h: Loeiz III Karloman II |