Lalibela
Ur gêr eus norzh Etiopia eo Lalibela. E rannvro Amhara emañ, 2 500 metr uhelder. 12°02′N eo led Lalibela ha 39°02′R eo he hed. Hervez ar Central Statistical Agency e oa 14 668 annezad o chom enni e 2005.
Klask a reas Lalibela bezañ ur Jeruzalem nevez pa voe gounezet Jeruzalem gant ar Vuzulmaned, ha meur a savadur istorel o deus anv pe tres savadurioù eus Jeruzalem.