[go: up one dir, main page]

Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.

holloueziadur
Rumm lennegel, book form
Iskevrennad eusoberenn dave, knowledge organization system, mammenn a drede renk, serial, lexicon Kemmañ
Pleustret gantencyclopedist Kemmañ
Entry in abbreviations tableэнцикл. Kemmañ

Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn Web.

Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.

Anvadur

Savet eo ar ger holloueziadur diwar ar gerioù holl, ha gouez-, ur wrizienn a gaver er verb gouzout hag en anv gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger kernevek godhonyador.

Ur ger all a zo bet e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaouet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur.

Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon.

Ret eo lavarout eo gant tud ar wikipedia brezhonek e vez implijet ar ger holloueziadur dreist-holl, rak n'eus nemet un holloueziadur e brezhoneg evit ar poent, ha hemañ eo.

Savet eo ar ger holloueziadur da dreiñ ar ger latin encyclopædia eta, ur ger latin savet da vare an Azginivelezh, er XVIvet kantved eta, hag a deu eus un droienn e gregach Ploutarc'hos, enkuklios paideia (εγκύκλιος παιδεία), da lavarout eo littéralement « kelc'h ar gouiziegezhioù » pe « chadenn ar gouiziegezhioù » (en: en, kuklios : kelc'h, ha paideia : deskadurezh).

An daou zoare da glask enklozañ an deskamant

P'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez.

Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c'helennoù bras evit ma reas Aristoteles (Poellouriezh, Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo "goude" ar Fizik, ar Metafizik (Trabedoniezh e brezhoneg).
Ar patrom koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar Speculum Majus savet e latin gant Vincent de Beauvais, un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c'helle dastum en XIIvet kantved e Europa.
Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù, met liammet etrezo gant adkasoù. Sellet ouzh skouerioù roet er rannbennad istorel izeloc'h.

Istor

En Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er I kantved, en deus savet un "Istor naturel" (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.

En IIIe kantved e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an XXvet kantved.

Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho.

En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù

 
Bruderezh evit an Encyclopaedia Britannica (1913)

Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an XVIIIvet kantved e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C'hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an Iliz katolik ha gant lez ar Roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus.

Ha bremañ

An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek.

Hollouezadurioù brezhonek

E brezhoneg n’eus bet embannet holloueziadur ebet war baper morse betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh.
Koulskoude ez eus bet un seurt holloueziadur savet e Breizh hag e oa kalz a vrezhoneg ennañ daoust dezhañ bezañ skrivet e galleg. Geriadur Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec an hini eo, savet e-doug an Dispac'h gall ha chomet diembann e zornskrid betek dibenn 2008. Un astenn da c'heriadur Loeiz ar Pelleter eo gant addisplegoù gouiziek da bep ger.

Liammoù diavaez

Galleg

Saozneg

Spagnoleg