Joseph II an Impalaeriezh Santel
Joseph II (1741–1790) a oa Impalaer Santel.
Mab e oa d'an Impalaerien Franz Iañ ha Maria Theresia. Breur e oa da Marie Antoinette (Maria Antonia) (1755–1793), deuet da vout rouanez Bro-C'hall.
Dimezioù
kemmañDiv wech e timezas:
- e 1760 da Maria Isabella di Borbone-Parma (1741-1763), ganet er memes bloaz evel he fried; merc'h e oa d'an dug Filippo Iañ Parma, dug Parma, Piacenza, ha Guastella; mervel a reas ar briñsez da 22 vloaz;
- e 1765 da Maria Josepha von Bayern, merc'h d'an Impalaer santel Karl VII.
Bugale
kemmañGant e bried kentañ en doe div verc'h:
- Maria Theresia Elisabeth (1762-1770), arc'hdugez, marvet da eizh vloaz;
- Marie-Christine, ne vevas ket.
Evit klask kaout ur pennhêr e rankas addimeziñ. Gant e eil pried n'en doe bugel ebet. Se zo kaoz eo gant e vreur Leopold ez eas ar gurunenn impalerel goude e varv.
En e raok: Franz Iañ an Impalaeriezh Santel |
Impalaeriezh Santel Roman Joseph II an Impalaeriezh Santel 1741 – 1790 |
War e lerc'h: Leopold II an Impalaeriezh Santel |