Jean Moulin
Jean Moulin (20 Mezheven 1899 – 8 Gouere 1943) a oa ur prefed gall hag a gemeras perzh en harzerezh e-pad an Eil Brezel Bed[1]. Abalamour d'e galonegezh ha peogwir e varvas goude bezañ bet tapet gant ar Gestapo eo deuet da vezañ ardamez an harzerezh gall.
A-raok 1939
kemmañGanet e voe e Besièrs, e departamant an Hérault. Kemer a reas perzh er Brezel Bed Kentañ e 1918. Tapout a reas kaout un aotreegezh war ar gwir e 1921. Diwar neuze e redas e reuz e isprefetioù ha prefetioù.
Dimeziñ a reas gant Marguerite Cerruti e miz Gwengolo 1926 met dibriediñ a rejont e 1928.
E 1930 e teuas da vezañ isprefed Frañs yaouankañ, oc'h annezañ e Breizh, e Kastellin. Eno e gemeras perzh e buhez arzel ar c'horn-bro. Ober a reas tresadennoù politikel evit ar gazetenn Le Rire dindan al lesanv Romanin. Mignoniñ a reas gant arzourien vreizhat evel Saint-Pol-Roux e Kameled ha Max Jacob e Kemper. Skeudennaouer e voe evit Tristan Corbière. Da skouer e tresas un dour-kreñv evit levr ar barzh montrouleziat La Pastorale de Conlie diwar-benn Kerfank, kamp Conlie e-pad brezel 1870-1871.
Dont a reas da vezañ prefed yaouankañ Frañs e miz Genver 1937 e departamant an Aveyron e Rodés.
An harzerezh
kemmañE 1939 e oa anvet prefed an Eure-et-Loir. Serret e oa gant an Alamaned e miz Mezheven 1940 peogwir e nac'has sinañ un teul alaman a damallae ul lazhadeg siviled da soudarded senegalat an arme c'hall. Klask a reas en em zistruj en toull-bac'h, dre derriñ e c'houzoug gant un tamm gwer. Se a lezas dezhañ ur gleizhenn hag a vefe diwar neuze kuzhet gant e skerb — ar skeudenn dalc'het e soñj an dud an deiz hiziv.
E miz Du 1940 e oa urzhiet d'an holl brefeded gant renad ar Stad C'hall diskouviañ maered ar c'hêrioù ha kêriadennoù eus an tu-kleiz. Nac'h a reas Jean Moulin en ober ha digouviet e oa eñ ivez. Bevañ a reas e Saint-Andiol (Bouches-du-Rhône) ha mont a reas da-gaout an harzerezh gall. Tizhout a reas Londrez e miz Gwengolo 1941 dindan an anv Joseph Jean Mercier ha kejañ a reas gant ar jeneral Charles de Gaulle a c'houlennas digantañ unvaniñ ar strolladoù rezistañs liesseurt a oa anezho. D'ar 1añ a viz Genver 1942 e oa harzlammet war an Alpilles. Dindan an anvioù-kod Rex ha Max e vodas gant pennoù ar strolladoù harzerezh:
- Henri Frenay (Combat)
- Emmanuel d'Astier (Libération)
- Jean-Pierre Lévy (Francs-Tireur)
- Pierre Villon (Front National)
- Pierre Brossolette (Comité d'Action Socialiste)
Eilet e oa en e labour e-barzh an harzerezh gant e sekretourez prevez Laure Diebold.
Mont a reas Jean Moulin en-dro da Londrez e miz C'hwevrer 1943, gant Charles Delestraint, penn ar strollad nevez Armée secrète. Mont a reas kuit d'an 21 a viz Meurzh 1943 evit krouiñ ar Conseil National de la Résistance (CNR), ur gefridi ziaes pa felle da bep luskad rezistañs chom dizalc'h. An emvod kentañ a oa e Pariz d'ar 27a viz Mae 1943.
Serret e voe Jean Moulin d'an 21 a viz Even 1943 e Caluire-et-Cuire (departamant ar Rhône) e ti an doktor Frédéric Dugoujon el lec'h ma oa bodet pennoù an harzerezh. Goulennatet e oa e Lyon gant Klaus Barbie, penn ar Gestapo eno, ha war-lerc'h e Pariz. Ne ziskulias morse tra d'e skraperien. A-benn ar fin e varvas dindan jahinerezh taer e-kichen Metz, en tren a oa o kas anezhañ da vBerlin. Mervel a reas abalamour da c'hloazadennoù deuet dre e jahinirezh pe dre vezañ klasket en em zistrujañ, ar pezh a zisklêrias Klaus Barbie goude. A-du emañ Patrick Marnham, skriver-buhez Jean Moulin, gant an displegadenn-mañ, daoust ma vez degemeret gant an dud en doa Barbie eñ e-unan skoet taol ar marv gant Jean Moulin.
Piv a drubardas Jean Moulin?
kemmañTabut zo evit gouzout piv a drubardas Jean Moulin. Hervez lod eo René Hardy. Serret e oa hemañ gant ar Gestapo, ha dieubet. Mont a rejont war e lerc'h betek an emvod e ti an doktor e Caluire, o tegas eta an nazied betek Jean Moulin. Lod a soñj dezho en doa graet an dra-se a-youl-gaer, lod all a soñj dezho ne oa nemet dre zievezhded.
Lod all avat a lavar e oa trubardet gant ar gomunisted. Daoust ma oa komunisted e-touez e vignoned e soñj da bPatrick Marnham e oa trubarded gant ar c'homunist Raymond Aubrac.
Ar richenn
kemmañBeziet e voe da gentañ e Bered ar Père Lachaise e Pariz. E ludu a voe treuzkaset goude d'ar Panthéon d'an 19 a viz Kerzu 1964. Ar brezegenn a lavaras André Malraux, skrivagner ha ministr, d'an deiz-mañ, a zeuas da vezañ brudet-tre.
Daveoù
kemmañLevrioù
kemmañ- Patrick Marnham. Jean Moulin. John Murray: New York, 2000.
- John F. Sweets. The Politics of Resistance in France, 1940-1944. A History Of The Mouvements Unis De La Resistance. Northern Illinois University Press: De Kalb, 1976. (ISBN 0-87580-061-0)
- Laure Moulin. Jean Moulin. Presses de la Cité: Pariz, 1982. [prezegenn André Malraux evit rakskrid]. (ISBN 2-258-01120-5)
- Pierre Péan. Vies et morts de Jean Moulin. Fayard: Pariz, 1998. (ISBN 2-213-60257-3)