Jean-Jacques Monnier
Jean-Jacques Monnier, ganet d'ar 27 a viz Gouere 1944 e Londrez, a zo kelenner, istorour, stourmer politikel ha sevenadurel.
E vuhez
kemmañGanet eo bet e Londrez dre ma stourme e dud er France libre.
Goude e studioù istor ha douaroniezh e kelennas e meur a lise : e Cherbourg, Reudied, Roazhon, Landreger ha Lannuon. E 1974 e reas e annez e Lannuon.
Doktor Stad eo bet graet gant Skol-Veur Roazhon 2 goude bezañ kinniget un dezenn a-zivout emzalc'hioù politikel ar Vretoned etre 1945 ha 1994 dindan renerezh Michel Phlipponneau.
Echuet en deus e amzer labour o kelenn en IUT Lannuon (rann kelaouiñ, kehentiñ).
Stourmer politikel
kemmañKejet en deus gant stourmerien vreizhat yaouank pa oa o studiañ istor ha douaroniezh e Roazhon. Emezelañ a reas en UDB e miz Genver 1965. Skrivañ a reas kalz pennadoù gallek e kelaouenn ar strollad, Le Peuple Breton. Ezel eus ar C'homite ren e voe etre Miz Du 1965 ha miz Du 1968, karget eus an aferioù diavaez etre 1966 ha 1968. Adalek 1984 betek 2000 e voe ezel eus ar Burev Politikel. Rener Le Peuple Breton eo bet eus dibenn 1984 da 1993. Karget e voe da zigeriñ muioc'h ar gelaouenn d'an eskemmoù ha da gavout skriverien nevez.
Stourmet en deus kalz war an dachenn e Bro Lannuon : dilennadegoù kannaded e 1981; dilennadegoù kanton e 1988 ha 2001; dilennadegoù ti-kêr gant unvaniezh an tu-kleiz e 1989 ha 1995, gant listennoù breizhat a-gleiz e 2001 ha 2008, gant ekologourien ha tud a-gleiz disouezhet gant ar PS e 2014. E 1997 e kuitaas tu-gounid ar c'huzul-kêr peogwir en doa nac'het ar maer reiñ ur skoazell arc'hant da zDiwan ; kemer a reas penn listennoù breizhat a-gleiz e 2001 (8,6%) ha 2008 (12,7%). Kuzulier-kêr eo bet etre 1995 ha 2014. Re bell e oa war al listenn e 2014 evit bezañ dilennet.
Stourmer sevenadurel
kemmañKemeret en deus ur perzh bras e buhez Ar Falz ha dreist-holl e hini Skol Vreizh, ti-embann ar gevredigezh. Skrivet en deus levrioù ha pennadoù, renet oberennoù a-stroll : ul labour gallek dizehan ha hirbad evit reiñ da anavezout istor Breizh d'ar brasañ niver.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 2013.
Oberennoù
kemmañ- Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot, Histoire de Bretagne pour tous : de -700 000 à nos jours, Skol Vreizh, dastumad « Audio-livre », Here 2011, 25,2 x 14,6 cm + 4 CD, 64 p. (ISBN 2915623899)
- Jean-Jacques Monnier, Yves Coativy ha Daniel Giraudon, Le Goëlo, Palantines, Mezheven 2010 (ISBN 2356780289)
- Jean-Jacques Monnier (rakskrid gant Mona Ozouf), Résistance et conscience bretonne (1940-1945) : l'hermine contre la croix gammée, Yoran Embanner, Kerzu 2007, 21,4 x 15,6 cm (ISBN 2916579095)
- Jean-Jacques Monnier hag Yves Coativy, Le Trégor, Palantines, dastumad « Histoire et géographie contemporaine », Ebrel 2006, 240 p. (ISBN 2911434544)
- Jean-Jacques Monnier, Jean Boutouiller ha Michel Guillou (rakskrid gant Roger Huguen),Été 44 : Résistances et Libération en Trégor, Skol Vreizh, dastumad « Cahier bleu » (n° 56), Here 2004, 21,6 x 19,4 cm, 83 p. (ISBN 291562304X)
- Jean-Jacques Monnier, Jean-Christophe Cassard ha re all, Toute l'histoire de Bretagne : des origines à la fin du XXe siècle, Skol Vreizh, 2003, 24,6 x 16,4 cm, 828 p. (ISBN 2911447832
- Jean-Jacques Monnier, La mouette et l'ajonc : un demi-siècle de combats pour la Bretagne ou l'itinéraire d'un Breton de gauche, romant, Terre de brume, 1999 (ISBN 978-2-84362-046-1)
- Jean-Jacques Monnier, Histoire de l'Union démocratique bretonne, Lannuon, Presses populaires de Bretagne, dastumad «Les cahiers du Peuple breton » (n° 7), 1998, 46 p. (ISSN 2459507)
- Jean-Jacques Monnier, Le comportement politique des Bretons (1945-1994), Roazhon, Presses universitaires de Rennes, dastumad « Des sociétés », Gouere 1994, 23,8 x 16 cm, 436 p. (ISBN 2-86847-112-9)
Mammennoù
kemmañ- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry; Yoran Embanner, 2013