[go: up one dir, main page]

Jalaluddin Muhammad Akbar

Jalaluddin Muhammad Akbar (جلال الدین محمد اکبر en ourdou), anavezet ivez evel Akbar pe Akbar Veur (Akbar-e-Azam) (15 a viz Here 1542 - 27 a viz Here 1605) a oa e penn an Impalaeriezh Voghol en Indez, etre 1556 ha 1605. Sellet a reer outañ evel an hini galloudusañ eus an impalaerien voghol.

Akbar Veur

Mont a reas war an tron pa ne oa nemet 13 vloaz, goude marv e dad Nasiruddin Humayun. Deuet e oa Humayun a-benn da adaloubiñ Delhi e 1555. Akbar, e-pad e ren, a dalas ouzh enebiezh diskennidi Sher Shah Suri hag a suraas harzoù an impalaeriezh e tu ar c’hornôg. En Eil Emgann Panipat, e 1556, e voe trec’h war ar roue indian Hemu. Stagañ a reas Malwa (1562), Gujarat (1572), Bengal (1574), Kaboul (1581), Kachmir (1586), ha Kandesh (1601) ouzh e impalaeriezh. Dindan ugent vloaz e voe kadarnaet e c’halloud hag en em astennas e grog war un tamm mat eus hanternoz ha kreiz India. Kreñvaat a reas e veli dre emglevioù gant aotrouien Rajput, ha dre zimeziñ gant priñsezed Rajput. Lemel a reas an telloù a veze savet war ar re na oant ket muzulmiz hag envel a reas Hindouiz e postoù uhel en impalaeriezh.

An impalaeriezh voghol da vare ganedigezh Akbar (gwer) ha da vare e varv (gell)

Dindan ren Akbar e vleunias an arz hag ar sevenadur. Dedennet-bras e oa gant al livadurioù ha kinklet e veze mogerioù e balezioù gant murlivadurioù. Ouzhpenn harpañ al livourien a bleustre e doare ar vro, e plije dezhañ ivez an taolennoù e doare Europa. Pitilh e oa gant al lennegezh ha meur a oberenn eus al lennegezh sañskritek a lakaas treiñ e perseg, ouzhpenn lakaat oberennoù persek anavezet da vezañ skeudennaouet gant livourien eus e lez. Lakaat a reas sevel meur a savadur bras a c’haller gwelet c’hoazh e Fatehpur Sikri a oa e gêr-benn. Dindan ren Akbar ivez e voe divizoù etre beleien uhel eus relijionoù disheñvel ar vro : Muzulmiz, Sikhed, Hindoued... ha Katoliged zoken (Jezuisted deuet eus Portugal).

Mervel a reas en Agra ha beziet e voe e Sikandra, e-kichen Agra. E vab Jahangir a zeuas da vezañ impalaer war e lerc'h.


En e raok :
Humayun
Impalaer Moghol
Akbar Veur

1556 - 1605
War e lerc'h :
Jahangir

Liammoù diavaez

kemmañ