ISO 639-2
Eil rann ISO 639 eo ISO 639-2 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 464 kod teirlizherennek ("kodoù Alpha-3") implijet evit anavezout yezhoù ar bed.
Dindan beli Levraoueg Kendalc'h ar Stadoù-Unanet eo ISO 639-2.
Kroget e oa bet da labourat war ISO 693-2 e 1989 peogwir ne oa ket klok a-walc'h ISO 639-1 e-keñver an niver a c'heller renabliñ gant ar c'hod divlizherennek-se hag embannet e oa bet ISO 693-2 evit ar wezh kentañ e 1998.
Daoust ma vez roet ur c'hod hepken da bep yezh hervez ISO 639-2, ez eus 23 yezh hag o deus daou god: ur c'hod "levraouegiñ", anvet ISO 639-2/B, hag ur c'hod "terminologel" kod, anvet ISO 639-2/T, savet diwar anv saoznek ar yezhoù-se. Kavet e vez pep hini eus an 23 yezh-se e ISO 639-1 ivez.
Bez' ez euz kodoù ouzhpenn evit ober dave da blegennoù dibar :
- mis ("miscellaneous languages") : yezhoù a-bep seurt;
- mul ("multiple languages") : a dalvez pa implijer meur a yezh hep rankout o resisaat unan hag unan ;
- ne vez ket implijet ar c'hodoù eus qaa betek qtz ;
- und ("undetermined") : implijet pa ranker menegiñ ur yezh met pa n'haller ket he anavezout ;
- zxx: implijet evit resisaat n'eus "danvez yezhoniel ebet" (ouzhpennet d'ar 11 a viz Genver 2006)
Kodoù a-stroll
kemmañDave a ra kodoù zo da teskadoù yezhoù peurheñvel kentoc'h eget da yezhoù resis. Yezhoù a-stroll a vez graet eus ar re-mañ ha ne vezont ket renablet en ISO 639-3.
Setu roll ar yezhoù a-stroll hag o c'hodoù hervez ISO 639-2:
Renkadur a-stroll damsklaer e 639-2
kemmañ- bad Bandaeg
- bih Bihareg (gantañ ur c'hod e ISO 639-1 code)
- btk Batakeg
- day Dayakeg
- him Himatchaleg
- ijo Ijoeg
- kar Kareneg
- kro Kroueg
- nah Nahuatleg
- son Songhaieg
- znd Zandeeg
Renkadur a-stroll peursklaer e 639-2
kemmañ- art Yezhoù savet a-ratozh (Yezhoù all)
- afa Yezhoù afrez-aziatek (Yezhoù all)
- tut Yezhoù altaek (Yezhoù all)
- map Yezhoù aostronezek (Yezhoù all)
- bat Yezhoù baltek (Yezhoù all)
- bnt Yezhoù bantouek (Yezhoù all)
- ber Yezhoù berberek (Yezhoù all)
- cau Yezhoù kaokazek (Other)
- cai Yezhoù Kreizamerika(Yezhoù all)
- crp kreoloù ha pidjinoù (Yezhoù all)
- cpe kreoloù ha pidjinoù, diazezet war ar saozneg (Yezhoù all)
- cpf kreoloù ha pidjinoù, diazezet war ar galleg (Yezhoù all)
- cpp kreoloù ha pidjinoù, diazezet war ar portugaleg (Yezhoù all)
- cus Yezhoù kouchitek (Yezhoù all)
- dra Yezhoù dravidek (Yezhoù all)
- fiu Yezhoù finnek-ougrek (Yezhoù all)
- gem Yezhoù germanek
- inc Yezhoù indek (Yezhoù all)
- ine Yezhoù indezeuropek (Yezhoù all)
- ira Yezhoù iranek Iranian (Yezhoù all)
- khi Yezhoù koiek-sanek (Yezhoù all)
- mkh Yezhoù monek-kmerek (Yezhoù all)
- nic Yezhoù nigerek-kordofanek (Yezhoù all)
- ssa Yezhoù nilez-saharek (Yezhoù all)
- nai Yezhoù Norzhamerika (Yezhoù all)
- paa Yezhoù papouek (Yezhoù all)
- phi Yezhoù filipinek (Yezhoù all)
- roa Yezhoù romanek (Yezhoù all)
- smi Yezhoù samiek Sami languages (Yezhoù all)
- sem Yezhoù semitek (Yezhoù all)
- sit Yezhoù sinez-tibetek (Yezhoù all)
- sla Yezhoù slavek (Yezhoù all)
- sai Yezhoù Suamerika (Yezhoù all)
- tai Yezhoù taiek (Yezhoù all)
Kodoù B ha T
kemmañPa vez tu e vez savet kodoù ISO 15924 diwar re ISO 639-2 en ur ober gant ar c'hodoù kentoc'h evit ar c'hodoù T seul wezh ma c'heller.
Gwelit ivez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |