Fuzuilh-vindrailher
Ur fuzuilh-vindrailher zo ur fuzuilh aotomatek ponner he c'hanol a zo he fal degas tennadegoù-skoazell d'an droadeien. He ment zo heñvel ouzh hini ur vindrailherez skañv ha graet eo evit bezañ douget aes ha gellet heuliañ araokadennoù an droadegiezh war an tachennoù-emgann.
Dre ma n'haller ket cheñch he c'hanol ha dre ma vez pourveziet gant kargerioù (ha n'eo ket gant bandennoù), n'hall ket ur fuzuilh-vindrailher tennañ e-pad pell ha peurleuniañ an dachenn-emgann gant bannadelloù evel ar mindrailherezioù.
Implijet e veze kalz ar fuzuilhoù-mindrailher etre 1900 ha 1950. Erlec'hiet int bet gant mindrailherezioù liesober dibaoe.
Skouerioù
kemmañ- Chauchat (Bro-C'hall, 1915)
- Huot (Kanada, 1917)
- Browning BAR M1918 (SUA, 1918)
- MAC 24/29 (Bro-C'hall, 1925)
- DP 28 (URSS, 1926)
- Breda M1930 (Italia, 1930)
- BREN (Rouantelezh-Unanet, 1935)
- Type 97 (Japan, 1937)
- Charlton (Zeland-Nevez, 1941)
- Rieder (Suafrika, 1942)
- FALo , stumm ponner ar FAL (Belgia, 1953)
- Kalachnikov RPK (URSS, 1960)