[go: up one dir, main page]

Ar Festival plin zo ur fest a vez aozet d'ar 15 a viz Eost en Danoued e Boulvriag, e Treger, er c'hreisteiz da Wengamp, ma vez sonet ha dañset plin.

Abaoe bloavezhioù e vez Jef Fulup o kinnig an abadenn d'abardaez, e brezhoneg hag e galleg.

Abadennoù 2010

kemmañ

Brudet e vez ar fest e kazetennoù ar vro (L'Echo de l'Armor, Le Trégor da skouer), pe el lec'hienn ofisiel. Kenstrivadegoù a bep seurt a oa e 2010:

  • kenstrivadeg tresañ
  • kenstrivadeg luc'hskeudenniñ
  • kenstrivadeg barzhonegañ, e brezhoneg hag e galleg
  • kenstrivadeg kanañ (kan a boz), e brezhoneg hag e galleg
  • kenstrivadeg kanañ (kanañ da zañsal), e brezhoneg hag e galleg

Skeudennoù

kemmañ

Liammou diavaez

kemmañ