[go: up one dir, main page]

Diaouled ar Menez eo ar strollad sonerezh en deus roet lañs da c’hiz ar strolladoù fest-noz.
Savet eo bet ar strollad e dibenn 1971 gant Yann-Erwan ar C’horr, Bruno ar Manac’h ha Fulup ar Balp e Karaez, gant an anv Avel ar C’hwitell da gentañ. Tommet e oant ouzh sonerezh ar vro war-lerc’h berzh Alan Stivell.
Yann Goasdoue a gemero perzh ganto buan a-walc’h e 1972, ha kemer a reont neuze an anv Diaouled ar Menez, anv kavet gant Youenn Gwernig. Diazezet eo o sonerezh, leun a startijenn, war donioù dañs Breizh-Izel dreist-holl.
Menegomp eo brezhoneg hepken a weler war golo o fladennoù, pezh a zo ral er metoù-se.


Sonerien

kemmañ

Pennañ sonerien bet ar strollad :

Pladennoù

kemmañ
  • En Dro - Ton Doubl (45 tro), 1972, embannet gant Arfolk
  • Diaouled ar Menez (33 zro), 1973, embannet gant Arfolk SB 318
  • Atav ez eomp (33 zro), SB 364
  • Merc’h an Diaoul, BUR 817

Tonioù gant Diaouled ar Menez a gaver ivez war Beilhadeg e Menez-Kamp ha Kertalg 1973.