Colt CZ Group
Colt CZ Group zo un holding savet e 2013 tro-dro d'an embregerezh armoù-tan Česká zbrojovka, dindan an anv Česká zbrojovka Group - CZG betek 2022[1]. Dibaoe eo deuet da vezañ perc'henn war embregerezhioù all eus bed an armoù hag an difenn evel Colt, swissAA pe Sellier & Bellot. Diazezet eo e Praha (Tchekia). Feuriet eo e eskemmdi ar gêr-benn tchek abaoe 2020[2]. 3.600 den a laboure evit embregerezhioù ar strollad e 2024 e Tchekia, Kanada, Stadoù-Unanet Amerika, Sveden, Suis hag Hungaria[3]. Ouzhpenn 15 miliard a euroioù e oa kengreadur ar strollad e 2023[2].
Embregerezhioù
kemmañHervez lec'hienn ar Colt CZ Group[4] e oa an embregerezhioù hag ar merkoù-mañ en holding e 2024 :
- Česká zbrojovka a.s. (armoù-tan hiniennel, Tchekia)
- Colt Holding Company LLC ( Stadoù-Unanet Amerika) abaoe 2021, perc'henn war an embregerezh armoù-tan Colt[5]
- Spuhr i Dalby (dafar evit an armoù-tan, Sveden) abaoe 2022[6]
- swissAA (munisionoù, Suis) abaoe 2023[7]
- Sellier & Bellot (munisionoù bihan o c'halibr, Tchekia) abaoe 2023[8]
- Dan Wesson (armoù-dorn, Stadoù-Unanet Amerika)
- EG-CZ Academy (skol sportoù tennañ ha stand tennañ meret gant Éric Grauffel, Breizh)
- Colt CZ Hungary (armoù-tan, Hungaria)
- Colt Canada (armoù-tan, Kanada)
- CZ-USA (armoù-tan, Stadoù-Unanet Amerika)
- Zbrojovka Brno (armoù chaseal, Tchekia)
- 4M Systems (dilhad ha dafar taktik, Tchekia)
- CARDAM (kreizenn enklask war sevel pezhioù e metal, Tchekia)
- Vibrom (PIM - Powder Injection Molding, moullañ dre ensiklañ poultr, Tchekia)
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) CZG – Česká zbrojovka Group has changed its name to Colt CZ Group SE war lec'hienn Colt CZ Group, 12/04/2022 (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Colt CZ Group war Zone Bourse (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) About company war lec'hienn Colt CZ Group (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) Brands & companies war lec'hienn Colt CZ Group (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) CZG – Česká zbrojovka Group SE to acquire Colt war lec'hienn Colt CZ Group, 11/02/2021 (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) Colt CZ Group SE acquires the remaining stake in Spuhr i Dalby war lec'hienn Colt CZ Group, 14/10/2022 (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) Colt CZ Group SE acquired ammunition producer swissAA Holding AG war lec'hienn Colt CZ Group, 28/06/2023 (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) Colt CZ Group SE acquires traditional Czech manufacturer of small caliber ammunition Sellier & Bellot war lec'hienn Colt CZ Group, 18/12/2023 (lennet d'ar 24/08/2024)