Constanța
Constanţa (distaget [konˈstant͡sa] e roumaneg), Tomis e gregach en Henamzer, zo ur gêr vras eus Roumania war bord ar Mor Du. Kêr-benn proviñs Dobrogea eo ha pennlec'h distrig (judeţ) Constanţa. Emañ 266 km er reter da Vukarest. Ouzhpenn 300 000 den a oa o chom e Constanţa e miz Genver 2009 ha 450 000 den en tolpad-kêrioù. Porzh brasañ Roumania eo.
Anvet e voe evel-se en enor d'an impalaer Kustentin Iañ.
Istor
kemmañ- Tomis e oa anv kozh ar gêr, e proviñs roman Moesia.
Kêrioù gevellet
kemmañ- Santos Brazil
- Brest Breizh
- Boulogne-sur-Mer Bro-C'hall
- Dobrič Bulgaria
- Aleksandria Egipt
- Turku Finland
- Heraklion Gres
- Thessaloníki Gres
- Perugia Italia
- Trapani Italia
- Rotterdam Izelvroioù
- Yokohama Japan
- Aktau Kazakstan
- La Habana Kuba
- Saida Liban
- Novorossiysk Rusia
- Shanghai Sina
- Latakia Siria
- Mobile Stadoù-Unanet
- Istanbul Turkia
- Izmir Turkia
- Odesa Ukraina