[go: up one dir, main page]

Bro-Vigoudenn

(Adkaset eus Bro Vigoudenn)
Bro Vigoudenn
Ar Vro-Vigoudenn e mervent Breizh-Izel.
Ar Vro-Vigoudenn e mervent Breizh-Izel.
Banniel
Anv(ioù) all Bro ar Bigoudenned /
Bro ar Vigoudenned[1]
Bro ar Vigouterien[2]
Anv gallek Pays Bigouden
Geografiezh
Bro Breizh
Departamant  Penn-ar-Bed
Bro hengounel Bro-Gerne
Kêr-benn Pont-'n-Abad
Daveennoù
lec'hiañ
47°53′56″N 4°17′42″W
Gorread 357,07 km²
Lein uhelañ 159 m (e Plogastell-Sant-Jermen)[3]
Poblañs
Annezidi Ur Bigoudenn[4] / ur Vigoudenn[5],
Bigoudenner / Bigoudennez,
Bigouter
Poblañs 54 935 ann. (2021)
Stankter 153,85 ann./km²
Yezhoù brezhoneg, galleg
Istor

Ar Vro-Vigoudenn a zo ur vroig hengounel e Bro-Gerne hag e Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh.

Lavaret e vez "ar Vro Vigoudenn", pe "Bro ar Bigoudenned" pe c'hoazh "Bro ar Vigouterien". Eus ur paotr eus ar vro e vez graet ur Bigouter, ur Bigoudenner pe ur Bigoudenn, eus ur vaouez ur Vigoudenn pe ur Vigoudennez (hervez ar ster strizh eo ur vaouez a zoug ar c'hoef bigoudenn)

Rollad ar c’humunioù renket hervez ar c’hantonioù

kemmañ

Banniel ar Vro-Vigoudenn

kemmañ
 
Banniel Breizh ha hini ar Vro Vigoudenn
 
Ur vaouez eus ar Vro-Vigoudenn gant he c'hoef

Savet eo bet banniel ar Vro-Vigoudenn e 1992 gant Bernard Le Brun. Al livioù (ruz hag aour) zo hogos re livioù broderezh ar Vro-Vigoudenn, hag a zo orañjez hag aour.

An teir bandenn ruz a skeudenn tri c’hanton ar Vro-Vigoudenn hag an div vandenn aour an daou ganton kozh hag a oa kanton Pont-'n-Abad ha kanton Plogastell-Sant-Jermen.

An daou erminig ruz warn-ugent hag a zo en tu kleiz d'ar skeudenn a zo arouezioù kumunioù ar Vro Vigoudenn.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ