[go: up one dir, main page]

Ur bodad-lenn a vez graet eus bodadegoù tud evit divizout diwar-benn levrioù lennet en a-raok gant pep hini e-unan petramant lennet a-stroll. Un degouezh sokial aozet gant kevredigezhioù, strollegezhioù pe hiniennoù evit sevel obererezhioù meizañ en ur bastell-vro ez eo peurvuiañ. Koulskoude e kaver bodadegoù nann-fizikel dre ar pellgomz pe ar gwagennoù skindredan (skingomz, skinwel, pellgomzer hezoug) pe dre ur videokaozeadeg dre Internet (pellgaozeadeg dre bellgomz ivez) savet diwar atiz hiniennoù pe aozadurioù pe embregerezhioù sevenadurel.

Tud o kontañ kaoz en ur bodad-lenn.

Gwelet e vez lennadegoù ar Bibl evel ar skouer goshañ eus ar c’hoant d'en em vodañ asambles evit tennañ frouezh diouzh lenn testennoù a bouez, levrioù peurvuiañ, gant ur gaozeadeg da heul. Ne voe ket gwelet a-raok ar XVIvet kantved da vare an Disivoud protestant er broioù a oa bet tizhet gantañ.
Seul vui e kreskas niver al levrioù faltazi moullet da c’houde, seul vui e kreskas ar c’hoant e-touez an uhelidi hag an dud desket da sevel bodadegoù evit rannañ o frederiadennoù hag o barnadennoù diwar-benn al levrioù a gavent plijus. Dalc’het e veze saloñsoù lennegel gant brientined evit sevel kaozeadegoù diwar-benn levrioù anavezet pe get. A-wezhoù e veze lennet an oberenn pe darn anezhi a-raok lañsañ ar gaoz. Goude ma oa deuet al lenn da vezañ un obererezh boutin e chome ar maouezed an izili baotañ o vont er bodadoù-lenn pa oa un ostilh simpl hag aotreet evit sevel o rouedadoù darempred. Hervez emdroadurioù ar gevredigezh e troas ar bodadoù-lenn evit derc’hel gant ezhommoù arbennik, evit ar politikerezh, an embannerezh, ar mediaoù (skingomz, skinwel, mediaoù enlinenn), ar rouedadoù sokial hag all.
Dibab al levrioù hag ar moiaen ma vez providet anezho a zo perzhioù dibar hervez statud ar strollad a herberc’h ar bodad-lenn. Pe e vez prestet al levrioù (a-wezhoù roet gant an embanner) pe prenet gant pep a berzhad.

Bodadoù evit pleustrañ lennegezh ur yezh estren pe minorelaet

kemmañ

Aozadurioù zo hag a zo o fal diorren pe difenn pleustradeg ur yezh ha n'eo ket anavezet gant annezidi ar vro ha ganto e vez aozet bodadoù-lenn. Gant ensavadurioù sevenadurel ha gant souten Stadoù zo e vez graet peurvuiañ, da skouer an Alliance française pe ar Goethe Institut.
E Breizh e kaver meur a vodad-lenn brezhonek goudoret e tiez ar Vro pe e levraouegoù zo, evit klask desachañ ar vrezhonegerien ha lakaat al lennegezh vrezhonek da vezañ anavezet muioc'h ganto.

Seurtoù bodadoù-lenn

kemmañ

Bodad tro-dro d’ul levr bewech

kemmañ

D’an aliesañ e vez lakaet ar gaoz war ul levr hepken e-pad an abadenn, unan bet lennet gant ar berzhidi en a-raok. Ur fichenn a c’hell bezañ bet savet ganto, met n’eo ket goulennet evit kemer perzh er gaozeadeg. A-wezhoù e vez pourvezet al levrioù gant an aozadur en deus staliet ar reolennoù ha divizet an emgavioù, nemet ma vez prenet pep a skouerenn gant ar berzhidi.

Bodad ma vez kinniget meur a levr

kemmañ

E bodadoù-lenn zo e vez goulennet ouzh meur a berzhiad kinnig ul levr en deus dibabet ha sellet e vez kinnigadurioù tro-ha-tro. Alies e vez graet e levraouegoù zo, pe evit ar gopridi nemetken evit heñchañ ar prenadurioù, pe gant perzhidi an diavaez evel un obererezh sevenadurel ha sokial.

Bodad dre bellgehentiñ

kemmañ

Ar pellgomz a zo bet ar mod kehentiñ eus a-bell hag implijet eo bet stank evit obererezhioù a-stroll e amzerioù kentañ.

Bodad war skinwel

kemmañ

Bodad gant ur pal arbennik

kemmañ

Boazioù

kemmañ
  • Digoust eo mont da gemer perzh
  • Diret e vez bezañ lennet al levrioù ma ne oa ket tro d’ober
  • Diret e vez sevel e vouezh er gaozeadeg
  • Obererezhioù liammet gant ar pal a c’hell bezañ kinniget (danevell, emginnigadenn an oberour, abadennoù selaou sonenrolladurioù, filmoù)

Levraouegoù

kemmañ

Filmoù

kemmañ
  • Film Bill Holderman (2018), Le Book Club

Sellet ivez

kemmañ