[go: up one dir, main page]

Elisabeth Catharina Ludovica Magdalena Brentano, anavezetoc'h evel Bettina Brentano, pe Bettina von Arnim (pe Bettine), ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1785 en Frankfurt am Main, ha marvet d'an 20 a viz Genver 1859 en Berlin, a oa ur skrivagnerez alamanek eus mare ar romantelouriezh. Pried e oa d'ar barzh Ludwig Achim von Arnim (1781–1831).

Bettina von Arnim
Bettina von Arnim war un timbr embannet e Berlin, duwar un engravadur gant Ludwig Emil Grimm.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa Bettina da Peter Anton Brentano ha d'e eil pried Maximiliane von La Roche. C'hoar e oa d'ar barzh alamanek Clemens Brentano. Dont a rae an tiegezh Brentano eus lezioù lenn Como, e Lombardia, en hanternoz Italia. Merc'h-vihan e oa d'ar skrivagnerez Sophie von La Roche (1731-1807), a oa bet karet gant Wieland ha Goethe (1749-1832). C'hoar e oa da Clemens Brentano, brudet evel barzh, ha hennezh a alias anezhi da lenn barzhoniezh, hini Goethe dreist-holl.

Skoliet e voe Bettina en ur gouent e Fritzlar etre 1794 ha 1797. Goude e voe ur pennad o chom gant he mamm-gozh Sophie von La Roche, en Offenbach am Main. Etre 1803 ha 1806 e vevas e Marburg, e ti he c'hoar, Kunigunde Brentano, dimezet e 1804 da Friedrich von Savigny, ur gwiraour brudet.

Goethe

kemmañ

En 1806 e krogas un hir a zarempred entre Bettina Brentano ha Catharina Elisabeth, mamm Goethe.

En 1807, e Weimar, e reas anaoudegezh gant Goethe, ha karantez a vagas outañ moarvat, goude ma oa bet karet a-raok gant he mamm-gozh, ha ma 36 bloaz koshoc'h egeti. Ouzhpenn-se ne seblante ket gwall droet ganti, met kenskrivañ ganti a reas. Echuiñ trumm a reas o mignoniezh en 1811 avat, abalamour da emzalc'h dichek Bettina ouzh gwreg Goethe[1].

En 1811, pa zimezas, e savas tabut entre hi ha Christiane, gwreg Goethe, ma voe torret an darempred etre Goethe ha hi. En un diskouezadeg livadurioù gant oberennoù Johann Heinrich Meyer, mignon bras da Johann Goethe, e komzas Bettina von Arnim gant fae eus taolennoù « Kunschtmeyer ». Ha Christiane da dennañ diganti he lunedoù, ha Bettina da ober « gwadigenn foll  » ouzh eben. Ha Goethe neuze da verzañ outi, hag ouzh he fried, dont d'e di. Bloaz goude, e Bad Teplitz, pa oa an Armined dirazañ, ne reas Goethe van ebet outo, hag e skrivas d'e bried : « Ur c'hras kaer eo dimp bezañ bet an dizober eus ar folled-se  ! » Ha biken ne respontas da lizhiri Bettina a glaske adskoulmañ gantañ.

Goude marv he fried e 1831 avat ec'h advevaas tan ar garantez ouzh Goethe en he c'hreiz. E 1835 ec'h embannas al levr Goethes Briefwechsel mit einem Kinde, da lavarout eo al lizhiri he devoa bet digant Johann Wolfgang von Goethe : diouzh a lenned e oa bet karantez etrezo pa ne oa nemet ur plac'hig anezhi. Koulskoude, pa voe kavet lizhiri ar barzh goude he marv e voe gwelet he devoa kempennet ar skrid.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas en 1811 da Achim von Arnim, ur barzh hag a oa mignon bras d'he breur. 26 vloaz e oa Bettina.

He bugale

kemmañ

Seizh bugel o doe:

 
Bez Bettina von Arnim e Wiepersdorf

He mignoned

kemmañ

Tomm e oa ouzh ar varzhez Karoline von Günderode, ha skrivañ a reas ur romant diwar-benn he ziegezh. Mignonez e oa da Ludwig van Beethoven hag aozañ a reas un emgav etre Goethe hag eñ e Gouhere 1812.

Hec'h oberenn

kemmañ

Lizhiri

kemmañ

Hec'h oberenn brudetañ eo an Goethes Briefwechsel mit einem Kinde, embannet e 1835, anezhañ un dastumad lizhiri skrivet ganti ha Johann Wolfgang von Goethe, a zarempredas e 1807, ma tamweler ur garantez romantel eus o ferzh o-daou. Koulskoude, pa voe kavet ar skridoù orin goude o marv, e weler eo bet embannet al lizhiri-se evit reiñ da grediñ e oa un darempred personel don. Lizhiri Goethe avat ne oant ket tener met dibersonel ha furmel e-skoaz ar re embannet gant Bettina. Gant troidigezh c'hallek al levr bepred eo bet awenet Honoré de Balzac pa skrivas Modeste Mignon.

Studiet eo bet buhez Bettina von Arnim, ha dreist-holl he darempredoù gant Goethe, gant ar skrivagner tchek Milan Kundera en e romant L'Immortalité (deuet er-maez e galleg e 1990, a-raok Nesmrtelnost e 1993 e tchekeg).

Troet e oa Bettina von Arnim gant ar sokialouriezh ha klasket he devoa lakaat roue Prusia a-du ganti. Anaoudegezh he devoa graet gant Karl Marx, difenn a rae ar Yuzevien, savet e oa a-du gant gwiaderien Silezia.

Bilhedoù

kemmañ

Adalek 1991 betek Kerzu 2001 e weled he foltred war ar bilhedoù 5 mark alaman.

Oberennoù

kemmañ
  • Tagebuch. 1835. Deizlevr.
  • Goethes Briefwechsel mit einem Kinde. 1835
  • Die Günderode. 1840. Romant diwar-benn he mignonez Karoline von Günderode hag he ziegezh.
  • Reichsgräfin Gritta von Rattenzuhausbeiuns. Kenskrivet gant he merc'h Gisela von Arnim. 1840
  • Dedié á Spontini. 1842
  • Dies Buch gehört dem König. 1843. Levr skrivet da Friedrich Wilhelm IV, roue Prusia, a felle dezhi treiñ a-du gant ar mennozhioù libertarian.
  • Clemens Brentanos Frühlingskranz, aus Jugendbriefen ihm geflochten, wie er selbst schriftlich verlangte. 1844. Diwar-benn he breur.
  • Ilius Pamphilius und die Ambrosia. 1848
  • An die aufgelöste Preussische National-Versammlung. 1848
  • Die Polenbroschüre. 1848
  • Gespräche mit Daemonen. Des Königsbuchs zweiter Teil. 1852
  • Ilius Pamphilius und die Ambrosia. Briefroman. 1847 f.

Embannet e voe hec'h oberenn (Sämtliche Schriften) en Berlin en 11 levrenn e 1853. Goethe's Briefwechsel mit einem Kinde a voe adembannetgant H. Grimm (4re embannadur, Berlin, 1890).

Notennoù

kemmañ
  1. http://en.wikisource.org/wiki/1911_Encyclop%C3%A6dia_Britannica/Arnim,_Elisabeth_(Bettina)_von Ar pennad Bettina von Arnim en Encyclopedia Britannica.

Pennad kar

kemmañ