[go: up one dir, main page]

Benelli, anvet en ur mod ofisiel Benelli Armi S.p.A., zo un embregerezh armoù-tan hiniennel italian diazezet e Urbino (rannvro ar Marche). Savet e oa bet e 1967 gant ar vreudeur Benelli, evel ur rann eus an embregerezh marc'hoù-tan Benelli. Brudet eo evit e fuzuilhoù damaotomatek dreist-holl.

Ar vreudeur Benelli, perc'henned war un embregerezh marc'hoù-tan dija, a oa chaseourien anezhe. E 1967 e tivizjont sevel o embregerezh armoù-chaseal[1]. Er memes bloaz e voe savet gant Bruno Civolani, un ijinour eus Bologna hag a laboure evite, ur sistem dre argil evit an armoù damaotomatek[2]. E 1968 e voe savet uzin an embregerezh nevez, ha produet e voe enni 2.000 fuzuilh damaotomatek kalibr 12, 4 pe 5 tenn enne. Er bloavezhioù war-lerc'h e roas lañs da rummadoù fuzuilhoù-chase a reas berzh, evel ar Benelli 121, ar Montefeltro pe ar Raffaello. Kreskiñ a reas an embregerezh. E 1997 e tigoras ur rann er Stadoù-Unanet, hag er bloaz war-lerc'h e voe choazet ar fuzuilh Benelli M4 evel arm emgannoù a-dost gant an US Marine Corps[3], ar pezh a lakaas ar merk da vezañ anavezet er bed a-bezh, er-maez eus bed ar chase. E 2007 e embannas an embregerezh bezañ gwerzhet daou vilion a armoù abaoe he c'hrouidigezh[1].

Abaoe 2019 e vez arc'hantaouet ur skipailh sportoù tennañ anvet Be Team gant Benelli[3]. Perzh eo an embregerezh eus ar strollad Beretta Holding.

Armoù produet

kemmañ

Fuzuilhoù flour o c'hanol

kemmañ
 
Ur Benelli M4 implijet en ur stand tennañ

Fuzuilhoù damaotomatek

kemmañ
 
Ur fuzuilh-chase Benelli Ethos er c'halibr 12 ganti ur c'hanol 28 meutad

Fuzuilhoù dreistlakaet

kemmañ
  • 828U (kalibr 12)
    • 828U Sport (kalibr 12)
    • 828U Upland Performance (kalibr 12)

Fuzuilhoù-pomp

kemmañ

Fuzuilhoù rizennet o c'hanolioù

kemmañ

Pistolennoù match

kemmañ

Pistolennoù

kemmañ

Pistolennoù dre aer gwasket

kemmañ

Mindrailherezioù

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Benelli History war lec'hienn velgiat an embregerezh (lennet d'an 22/10/2024)
  2. (en) SUCIU Peter, Explained: Why Benelli Shotguns Are Among the Best in the World, The National Interest, 30/07/2020 (lennet d'an 22/10/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) L'histoire de Benelli war lec'hienn italian an embregerezh (lennet d'an 22/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan