[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek eo ar bariom ; Ba eo e arouez kimiek, 56 e niver atomek ha 137,327 e dolz atomek. Ur metal prialkaliek eo.

Bariom
KeziomBariomLantanom
Sr
Ba
Ra
Taolenn beriodek, Bariom
Perzhioù hollek
Niver atomek 56
Rummad kimiek Metaloù prialkaliek
Strollad 2
Trovezh 6
Bloc'h s
Tolz atomek 137,327 ±0,007
Aozadur elektronek
[Xe] 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 18, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 2
Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 0,89 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 502,9 kJ/mol
2 : 965,2 kJ/mol
3 : 3 600 kJ/mol
Skin atomek 215 pm ≤ r ≤ 253 pm
Skin kenamsav 215 ±11 pm
Skin Van der Vaals 268 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 3,51 g/cm3
Teuzverk 727 °C
Bervverk 1 897 °C
Tredanharzusted 332 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Eus ar c'hailh anvet barit (diwar ar gresianeg βαρύς "pounner") e tenner bariom, ar barit o vezañ e sulfat BaSO4.
Er bed a-bezh e kaver barit.
War-dro 7,8 milion a donennadoù a voe tennet eus krestennen an Douar e 2011.
Sina a voe ar c'henderc'her pennañ (4 000 000 t), heuliet gant India (1 100 000 t), Maroko (650 000 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (640 000 t). War-lerc'h e voe Turkia (250 000 t), Iran ha Kazakhstan (200 000 t pep hini), Viêt Nam (85 000 t), Aljeria ha Rusia (60 000 t pep hini), Alamagn, Pakistan hag ar Rouantelezh-Unanet (50 000 t pep hini).
Un 300 000 t bennak a voe kenderc'het gant ar broioù all[1].

E deroù ar Grennamzer e ouie an alkimiourien diwar-benn ar barit, a anvent maen Bologna peogwir en e gavent kostez Bologna en Italia. Gouzout a ouient ivez a-zivout mordan ar mein-se, a c'halle lugerniñ bloavezhioù-pad goude bezañ bet lezet er gouloù.
E 1774 e verzas ar c'himiour hag apotiker Svedat Carl Whilhelm Scheele bezañs un elfenn nevez er barit, hep gallout mont pelloc'h eget kavout stumm oksidet ar bariom (i.e. BaO). Heñvel e voe graet gant ar c'himiour svedat all Johan Gottlieb Gahn daou vloaz war-lerc'h.
Batote eo an anv a voe roet d'ar c'henaozad BaO gant ar c'himiour gall Louis-Bernard Guyton de Morveau kent bezañ kemmet e baryta gant ar Gall Antoine-Laurent de Lavoisier. En hevelep mare e kavas ar maenoniour saoz William Withering ur c'hailh pounner nevez e mengleuzioù plom, a anvas witherite peogwir ez eo arwenn e liv — karbonat bariom BaCO3 eo ar witherite.
E 1808 e teuas ar c'himiour kerneveurat Sir Humphry Davy a-benn da gaout haloù bariom, a anvas barium — diwar barit hag an dibenn -ium da ziskouez ur metal.
Gant an Alaman Robert Bunsen hag ar Saoz Augustus Matthiessen e voe hiniennekaet ar bariom e 1855.

Perzhioù

kemmañ

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar bariom, gant asskedoù alaouret pa vez peurc'hlan. Buan e tro da c'hris teñval pa vez lezet en aer en abeg d'ur gwiskad BaO. Tredanreüs eo, kalz nebeutoc'h eget ar c'houevr avat.

Kimiek

kemmañ

Par da re ar magneziom 12Mg, ar c'halkiom 20Ca hag ar strontiom 38Sr eo perzhioù kimiek ar bariom.
Kalz gremm a vann dre zazgwerediñ gant elfennoù ar strollad 16 (familh an oksigen), setu perak e ranker e virout en eoul pe en ur gaz diheged (na c'hall degas dazgwered kimiek ebet).
En e stumm sulfat BaSO3 ne c'hall bezañ dileizhet e trenkenn ebet.

Izotopoù

kemmañ

Seizh izotop stabil eus ar bariom zo en natur : Ba-130 (130Ba), Ba-132, hag ar skalfad Ba-134 betek Ba-138.
Skinoberiek e vije Ba-130, a droje da Xe-130 ; heñvel evit Ba-132, a droje da Xe-132.
Kevanaozet eo Ba-133, gant un hanter-vuhez a 10,51 bloavezh.

  • Bariom glan a implijer evel dinoer gazoù eus familh an oksigen
• gwezhall : evit fardañ traezoù a rank bezañ peurc'houllo, evel pibennoù elektronek an ardinvinkoù skinwel kent donedigezh ar skrammoù plat ;
• hiziv : pibennoù peurc'houllo a vez arveret evit fardañ enankerioù gwrezel a-benn kenderc'hañ tredan diwar bannoù an Heol.
  • Kendeuzet gant metaloù all e ya ar bariom da wiskañ bizhier-soudañ (Ba + Sn + Pb) ha boujiennoù evit ar c'hefluskerioù helosk diabarzh (Ba + Ni), da wellaat an dir (Ba + Al, Si, Ca hag Mn).
  • Haloù bariom a implijer a-gementadoù bihan evit fardañ gwer, prierezhioù, livioù, gwernisoù, lenkrauzennoù a chom stabil e gwrezverkoù uhel ; en tanioù-arvest e vezont lakaet da reiñ al liv gwer. E greanterezh an eoul-maen ez implijer kalz bariom da fardañ heverennoù evit lenkrañ ar binvioù-toullañ.
  • Titanat bariom BaTiO3 a dalvez da fardañ prierezhioù piezotredanel ha tredandougelloù evit an ardivinkoù elektronek.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 24 HER 2012

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok