[go: up one dir, main page]

Bagé zo ur gumun hag ur gêr e stad Rio Grande do Sul e Brazil. E gevred ar stad emañ, er rannvro Campanha, a-stok ouzh Bro-Uruguay.

Lec'hiadur Bagé e Rio Grande do Sul
Iliz-veur São Sebastião Bagé
Prefeitura Municipal Bagé

Douaroniezh

kemmañ

War lez ar stêr Camacuã emañ ar gumun. Kêr Bagé zo un 40 km en hanternoz d'an harzoù etre Uruguay ha Brazil, tostik d'al lec'h ma emañ eienenn ar Río Negro, hag un tamm er c'hreisteiz d'an Nó de Santa Tecla a zo etre Serra de Camacuã ha Cuchilla Grande. E krec'h an (nudo e spagnoleg), betek 1745, e oa ur peniti ma veze enoret Santez Tekla gant ar visionerien. Eno e voe savet ar fuerte de Santa Tecla gant ar Spagnoled, nemet ne chom ken nemet dismantroù anezhañ .

Henvroiz anavezet an tolead eo ar pobloù guenoa, tapé, minuán ha charrúa. Kentañ re wenn an tolead a voe ar Jezuisted en 1690, deuet eus San Miguel, er Misiones Orientales, en ur vro ma ne rae an henvroiz nemet tremen a greder. Savet e voe ganto San Andrés de los Guenoas ha ne badas ket.

Savet e voe ganto ivez ur peniti gouestlet da santez Tekla, merzherez kristen, nepell alese, tost da eienenn ar río Negro .

E 1752 e voe ur vodadeg 600 a dud o kas kannaded, hag en o zouez José Sepé Tiarayú, eus ar Misiones Orientales, da zileuridi Spagns da c'houlenn diganto ma ne vije ket staget ar c'hornad ouzh Brazil.

E 1773 goude Feuremglev San Ildefonso eo gant gouarnour Buenos Aires Juan José de Vértiz y Salcedo e voe kaset un armead a ouzhpenn mil den da sevel ar fuerte de Santa Tecla, tost da eienenn ar Río Negro, a voe graet gant mein, toullet ur foz 9 metrad ledander ha 2,5 m donder, gant ur voger diavaez a 3 metrad uhelder, mapadas ar c'hreñvlec'h betek aloubadeg an arme bortuglat ha braziliat e 1801, ha neuze eo e voe kroget d'e zismantrañ.

Armerzh

kemmañ

Gant ar sevel chatal dreist-holl e veve an dud en XIXvet kantved evel hiziv.