[go: up one dir, main page]

Ar Vadezouriezh zo unan eus skourroù pennañ ar Brotestantiezh. Ganti ne vez badezet nemet tud gouest da embann o feiz (da enebiñ ouzh badeziant ar vugale) en ur splujañ anezho en dour penn-kil-ha-troad. Dre vras e kred ar Vadezourien emañ pep hini e karg eus e salvidigezh dirak Doue, e vezer savetaet gant ar feiz hepken (sola fide), ne c'heller diazezañ ar feiz hag al lid nemet war ar skridoù (sola scriptura) hag e ranker aozañ an Iliz dre ur gumuniezh aozet hag ingal o izili. Daou sakramant zo anavezet ganto, ar vadeziant ha sakramant an aoter.

Badezouriezh
Christian denominational family
Iskevrennad eusEvangelicalism Kemmañ
RelijionBadezouriezh Kemmañ
Ur badeziant badezour war-bord ul lestr-brezel amerikan.

Adalek ar penn-kentañ ez eus meur a zoare disheñvel da vezañ badezour e-keñver an dogm, al lid pe o doare da welet ar Gristenien all. Kavet ez eus bet roudoù eus an ilizoù "badezour" kentañ e 1609 en Amsterdam, gant ur gumuniezh heñchet gant ur pastor saoz, John Smyth. Nac'hañ a reas badeziñ bugale ha ne zegemere nemet tud gour da vezañ badezet, hervez e zoare da lenn an Testamant Nevez. Strewiñ a reas al luskad war-zu Bro-Saoz e-lec'h ma savas skourroù disheñvel etre ar re a grede ne oa nemet un nebeud a vije dibabet da heuliañ o feiz ha lod all a grede e rankjed klask kelenn an holl. Unan eus pennoù bras a Vadezourien er mare-se, Thomas Helwys a c'houlennas e vije dispartiet ar Stad diouzh an Iliz evit ma c'hellje kaout an holl frankiz da grediñ diouzh o c'hoant. Gant kudennoù etre ar feizoù e Bro-Saoz e strewas al luskad en Amerika a-raok bezañ kaset d'an holl gevandirioù gant misionourien.

Pennadoù kar

kemmañ