[go: up one dir, main page]

Arsailh war Pearl Harbor

An arsailh war Pearl Harbor, tachenn eus ar morlu amerikan a oa en Enez Oahu, en enezeg tiriad amerikan Hawaii, e-kreiz ar Meurvor Habask, a oa kaset da benn war urzh Hirohito, impalaer Bro-Japan, da-heul an embargo lakaet war an eoul-maen gant ar Stadoù-Unanet, ha sevenet dre sourpren d'ar Sul, 7 a viz Kerzu 1941 diouzh ar beure gant kirri-nij eus morlu impalaerel Bro-Japan a-enep morlu amerikan ar Meurvor Habask a oa er porzh hag a-enep nerzhioù all a oa tro-dro. Ur bazenn eus politikerezh emledañ an impalaeriezh eo an dagadenn-se. Distruj ar strollad listri pennañ eus morlu ar Stadoù-Unanet a zlee reiñ he zu d'an impalaeriezh da sevel he "Sferenn kenverzh Azia vras ar Reter". Pennoù uhel Impalaeriezh Japan a felle dezhañ ivez respont d'ar c'hastizoù ekonomikel kemeret gant Washington e miz Gouere 1941 goude aloubadenn Bro-Sina hag hini Indez-Sina c'hall gant arme impalaerel Bro-Japan.

Arsailh war Pearl Harbor
naval offensive, emgann, air offensive
Rann eusEil Brezel-bed, Pacific War campaigns Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hPearl Harbor Kemmañ
Daveennoù douaroniel21°21′54″N 157°57′0″W Kemmañ
Raklec'hiet gantEvents leading to the attack on Pearl Harbor Kemmañ
Deiziad7 Kzu 1941 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezconsent Kemmañ
Efedconsequences of the attack on Pearl Harbor Kemmañ
IstorQ125548600 Kemmañ
Order of battleorder of battle of the Attack on Pearl Harbor Kemmañ
URL an daveennhttps://www.britannica.com/event/Pearl-Harbor-attack Kemmañ
Map
Gwel eus tagadenn Pearl Harbor diouzh ur c'harr-nij japanat
Ar vatimant USS Arizona o teviñ

Goude an arsailh, kaset da benn gant div wagennad kirri-nij, e oa pounner ar c'holloù amerikan : 2 403 den lazhet ha 1 178 den gloazet. Pevar lestr eus al linenn, tri morreder, tri lestr-distruj ha 188 karr-nij a oa distrujet. Koulskoude e c'halljont dresañ kalz listri er mizioù da-heul, hag an tri douger kirri-nij amerikan na oant ket e Pearl Harbor, a chomas dibistig. Ar Japaned a gollas 64 den, 29 c'harr-nij ha pemp lestr-spluj korr. Prizoniet e oa ur martolod.

E nebeutoc'h evit peder eurvezh warn-ugent e oa taget ivez ar Stadoù-Unanet er Filipinez gant impalaeriezh Bro-Japan. Tagañ a reas ivez Breizh-Veur, oc'h aloubiñ Hong-Kong hag o tilestrañ e Malaizia.

Da-heul an arsailh war Pearl Harbor e kemeras perzh ar Stadoù-Unanet en Eil Brezel-bed a-du gant ar Gevredidi. Lidet e vez ar gwallzarvoud er Stadoù-Unanet bep bloaz. Diskouezet o deus an Amerikaned herder steuñv an amiral Isoroku Yamamoto, an diouer a brientadur hag al lezober amerikan. Breud zo hiziv an deiz c'hoazh diwar-benn roll ar prezidant Roosevelt .

Ar c'henarroud

kemmañ

Emlederezh impalaeriezh Bro-japan

kemmañ
 
An impalaer Meiji

E-doug an oadvezh Meiji (1868-1912), Impalaeriezh Japan a roas lañs d'ur prantad diorroadur ekonomikel, politikel ha milourel evit tizhout live broioù ar c'hornôg. Da dizhout ar pal-se e konte ar Japaned ivez war ur strategiezh da ledañ o ziriad en Azia ar Reter da warantiñ pourvezioù Bro-Japan e danvezioù krai na c'halle ket dioueret.

Kregiñ a reas Bro-Japan d'en em ledañ en XIXvet kantved hag e deroù an XXvet en ur stagañ ouzh he ziriad Enez Formosa e 1895, su Enez Sac'halin e 1905 ha Korea e 1910. E-pad ar c'hentañ Brezel-bed e lakaas impalaeriezh Bro-Japan he c'hrabanoù war impalaeriezh trevadennel Bro-Alamagn en Azia ar Reter hag ar Meurvor-Habask hag e c'hounezas lodennoù marc'had diwar-goust an Europeiz hag an Amerikaned a oa er c'hornad. Goude 1920 e c'horrekaas kresk armerzh Bro-Japan hag e kreskas niver an dud dilabour. Gouzañv a rae an industriezh diwar an diouer a zanvezioù krai hag a varc'hadoù[1].

Etre an daou vrezel e savas an impalaeriezh ur morlu brezel modern. Ne dremenas ket ekonomiezh ar vro hebiou da enkadenn vras 1929. Heuliet e oa an enkadenn ekonomikel gant kresk levezon ar vroadelourien ha tud an arme e-pad an oadvezh Shōwa. Aloubet e oa Manchouria gant an an arme impalaerel e 1931 hag an tiriad-se a a zeuas da vezañ Stad margodenn Manchoukouo. Aloubet e oa lodennoù all eus Bro-Sina gant Bro-Japan. E 1937 e aloubas an impalaeriezh peurrest Sina adalek Shanghai hep diskleriañ ar brezel en un doare ofisiel avat.

Fallaat a ra an darempredoù etre Tokyo ha Washington

kemmañ
 
An impalaer Showa

Aloubadegoù ar Japaned en Azia ar Reter a c'hourdrouze mad ar Stadoù-Unanet ha Washington a gemeras divizoù a-enep Bro-Japan, hep mont betek ober gant an armoù memes tra. E 1921-1922, skrid-emglev Washington 1922 a vevennas fard morlu Bro-Japan en trede renk er bed. Evit respont d'ar bec'h lakaet warno gant an diplomatiezh etrebroadel da-heul aloubadeg Manchouria, Tokyo a zivizas kuitaat Kevredigezh ar Broadoù e 1933. Etre 1935 ha 1937 e choazas ar Stadoù-Unanet an nann-emellout en ur gemer un heuliad lezennoù diwar-benn an neptuegezh.

Sinet e oa an emglev enep-Komintern gant an impalaeriezh e 1936. E 1937 e tistagas Franklin Roosevelt ur brezegenn e Chicago, prezegenn ar dispell ma kondaone an diktatouriezhioù, hini Bro-Japan en o zouez. Bloaz goude e kinnige en e brezegenn diwar-benn stad an unvaniezh kreskiñ an dispignoù evit an arme. E miz Kerzu 1937, da vare lazhadeg Nankin, e c'houeledas kirri-nij japanat ar vag-kanoliañ amerikan Panay war ar stêr Yangtze-Kiang[2]. Bro-Japan en em zigarezas met kreskiñ a reas an diaestaerioù etre an div vro. E 1939 e torras ar gouarnamant amerikan an emglev kenwerzh sinet e 1911.

E 1940 e sinas an impalaeriezh an emglev a dri hag en em renkas gant nerzhioù an Ahel. Ar memes bloavezh e tennas an impalaeriezh he mat eus faezhidigezh Bro-C'hall hag eus diaesterioù ar Rouantelezh-Unanet, da sevel diazlec'hioù evit hec'h arme en Indez-Sina gall. Savet e oant goude un emglev skoulmet d'an 22 a viz Gwengolo gant gouarnamant trevadennel Hanoi, heuliet gant emgannoù taer e Lang Son ha gant bombezadeg Haiphong, a baouezas war urzhioù gouarnamant Bro-Japan d'ar 26.

E 1941 ne baouezas ket an darempredoù etre an div vro da fallaat : e miz Mae e roe Washington e skoazell da Vro-Sina dindan stumm ur prest-koumanant. Goude ma nac'has Bro-Japan kuitat Indez-Sina ha Sina, nemet Manchoukouo, e tisklêrias ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù un embargo klok adalek ar 26 a viz Gouere 1941 war an eoul-maen hag an dir, hag ivez skornañ kaoudoù Bro-Japan er Stadoù-Unanet[3].

En un emvod dalc'het d'ar 6 a viz Kerzu 1941 e tivizas ar Japaned e vefe disklêriet ar brezel d'an Amerikaned ha d'ar Rouantelezh-Unanet, nemet un emglev a vefe kavet buan gant Washington. D'ar 16 a viz Here, ar c'hentañ maodiern Konoe, hag a gave dezhañ en doa kollet fiziañs an impalaer Showa hag hini an arme, a roas e zilez diouzh e garg en ur ginnig e kemerfe ar priñs Naruhiko Higashikuni, un eontr d'an impalaer, e bost war e lerc'h. Hirohito a nac'has ar c'hinnig, harpet ivez gant an arme, hag e choazas kentoc'h ar jeneral Tōjō, a-du a-grenn gant ar brezel met brudet ivez evit e fealded e-keñver ensavadur an impalaeriezh[4].

 
Osami Nagano, penn QG ar morlu
 
Ar priñs Nobuhito Takamatsu

Hep gortoz fin an divizoù n'o doa tamm fiziañs enne ken, e krogas ar Japaned da brientiñ an dagadenn. D'an 3 a viz Du e tisplegas an amiral Osami Nagano dre ar munud da Hirohito stumm diwezhañ ar raktres arsailh war Pearl Harbor. D'ar 5 a viz Du 1941 e aprouas an impalaer ar raktres savet evit ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag an Izelvroioù lakaet evit deroù miz Kerzu[5]. Ar memes devezh, e lakas ar QG impalaerel e pleustr an diviz kemeret hag e roas an urzh da benngomandant ar strollad-listri, an amiral Isoroku Yamamoto, da reiñ lañs d'ar c'hefridi a-enep Pearl Harbor[6]. Dre ma ne zisoc'he ket an divizoù gant ar Stadoù-Unanet e aprouas Hirohito "brezel Azia vras ar Reter" a-benn ar fin, d'ar 1 a viz Kerzu[7], goude bezañ bet habaskaet gant Nagano ha ministr ar morlu, Shigetaro Shimada, a-zivout o chañsoù berzh en ur ziarbenn arguzenn ar priñs Nobuhito Takamatsu ne vefe ket ar morlu evit talañ a-enep ar Stadoù-Unanet en tu all da zaou vloaz[8].

An nerzhioù tal-ouzh-tal

kemmañ

Adalek an XIXvet kantved e teuas arme Bro-Japan da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ hag e teuas da vezañ modern-kenañ. Da stourm ouzh kresk an dilabour degaset gant an Enkadenn vras e kreskas ar gouarnamant e urzhiadennoù armoù. Kreskiñ a reas kalz dispignoù ministrerezh ar brezel. En holl e oa perc'henn ar Japan war ur pemzek lestr-hobrejonet, un dek douger kirri-nij bennak, 50 morreder, 110 lestr-distruj, 80 lestr-spluj ha war-dro 1 350 karr-nij e 1941[9]. Met da gentañ penn e oa 73 milion a annezidi er vro[10], brogarour-kenañ e oant[11] ha prest d'en em aberzhiñ. Fiziañs o doa soudarded an impalaeriezh e nerzh o arme. Ouzhpenn e oa sur Tōkyō da vezañ harpet gant an Alamanted betek-gouzout e vefent argadet gant an Amerikaned.

E 1941, ne oa ket prest ar Stadoù-Unanet da vrezeliñ[12]. Bras-kenañ eo poblañs ar Stadoù-Unanet (132 milion a annezidi)[13] ha galloudus-kenañ eo hec'h industriezh. E 1941 e oa meur a viliad kirri-nij en arme amerikan met aet e oa ar pep brasañ diwar c'hiz[14]. E 1940 e oa kalz gwanoc'h an an arme amerikan, gant 250 000 soudard[15], evit ar Japaned o doa tri milion a soudarded.

Ouzhpenn-se ne oa ket prest poblañs ar Stadoù-Unanet da gregiñ ur brezel[16]. Eñvor ar Brezel-bed kentañ hag hini ar soudarded amerikan lazhet en Europa a oa bev-tre c'hoazh. Ne oa ket bet restaolet an amprestoù kemeret digant ar Stadoù-Unanet gant ar Stadoù o doa kemeret perzh er brezel[17] ha kalz Amerikaned a oa digenvezour. Ar prezidant Roosevelt (1933-1945) ne felle ket dezhañ kennebeut sachañ warnañ eneberezh an Amerikaned a orin alaman, italian ha japanat. Ar poellgor America First, ur gevredigezh peoc'hgarour a oa bras he levezon, a boueze ivez da zerc'hel ar Stadoù-Unanet er-maez eus ar brezel.

E miz genver 1941 e prometas Roosevelt da Winston Churchill e trofe e vro a-enep d'an Trede Reich nazi da gentañ ha ket a-enep Bro-Japan[16]. Da skañvaat bec'h ar Rouantelezh-Unanet en emgann ar mor atlantel, eus miz Ebrel da viz Gouere 1941, tri lestr-hobrejonet, un douger kirri-nij, pevar morreder ha daou strolladig listri-distruj a oa kaset eus ar Meurvor Habask d'ar Meurvor atlantel (da lâret eo 20 % eus strollad listri ar Meurvor Habask), ar pezh a leze ar muiañ niver gant morlu Bro-Japan.

Diazlec'h Pearl Harbor

kemmañ
 
Gwel eus Pearl Harbor e miz Here 1941
 
E pelec'h e oa al listri amerikan pennañ

Pearl Harbor e oa ar porzh brezel brasañ eus ar Stadoù-Unanet er Meurvor Habask[18]. Edo war an aod, e su Enez Oahu, en enezeg Hawaii, 15 km e kornôg Honolulu. Digenvez a-walc'h e oa e-kreiz ar Meurvor Habask, 3 500 km diouzh Los Angeles ha 6 500 km diouzh Tokyo. Enez Oahu a oa ar muiañ poblet eus enezeg Hawaii hag e oa war hent diazlec'hioù Guam, Wake ha Midway. E deroù an Eil Brezel-bed e oa etre 140 ha 180 000 Japanad o chom e Hawaii[19].

Edo diazlec'h Pearl Harbor en-dro d'ur vorlenn vas. Mont a raed tre dre ur ganol strizh-kenañ (400 metr lec'hed[12]). Eoriet e veze ar pep brasañ eus al listri-Brezel er-maez eus ar vorlenn, e reter hag e norzh Enez Ford. Tri anezhe a oa er c'hornôg (an USS Utah, an USS Raleigh hag an USS Curtiss). Ereet e veze ar batimantoù brezel daou-ha-daou, da arboellañ arc'hant ha dre ziouer a blas.

E strollad listri ar Stadoù-Unanet er Meurvor Habask e oa ar Battle Force; ar Scouting Force; ar Base Force; hag an Amphibious Force[20]. D'ar 7 a viz Kerzu e oa 86 bag er vorlenn[21], : 28 lestr-distruj, 9 morreder, 8 lestr-hobrejonet, 4 lestr-spluj, ul lestr-hobrejonet-pal (an USS Utah) hag un tregont bag skoazell bennak[22]. 25 000 den a oa ivez en diazlec'h[23] ha war-dro 300 nijerez ha et dournijerez eus an USAAF hag eus strollad nijerezioù ar morlu en enezenn. Ar jeneral Walter Short e oa komandant an arme war an douar e-skoaz ar strollad listri a oa dindan an amiral Husband Kimmel. Difennet e oa an diazlec'h gant 35 B-17[23], an DCA ha difennoù en aod.

Strategiezh ha steuñv an dagadenn

kemmañ

Distrujañ ar morlu amerikan eoriet e Pearl Harbor a oa pal an dagadenn, evit gellout goude se aloubiñ diboan Azia ar Gevred hag inizi ar Meurvor Habask. Rediet e vefe an arme amerikan da guitaat Hawaii ha da gilañ betek Kalifornia. Ret e oa pulluc'hañ ar sanailhoù, ar stalioù dreserezh hag ar mirlec'hioù mazout miret evit strollad listri ar Meurvor Habask, hep disoñjal nijvaoù Wheeler Field ha Hickham Field. Fellout a rae ivez da Vro-Japan digoll mezhekadenn ar c'hastizoù ekonomikel kemeret gant Washington. Fiziet e oa prientadur an arsailh e penngomandant ar morlu, Isoroku Yamamoto.

Mont a ra listri ar Japaned kuit

kemmañ

D'ar 14 a viz Du 1941 en em vodas ar strollad listri e bae Hito-Kappu, e su an inizi Kouril. Bez e oa 6 douger kirri-nij (Akagi, Hiryū, Kaga, Shōkaku, Sōryū, Zuikaku[24]) hag ouzhpenn 400 nijerez : kirri-nij chase Mitsubishi A6M (ar Zeroioù), kirri-nij bombezer-tarzher Nakajima B5N (ar c'hKateoù) ha bombezerien a-bik Aichi D3A (ar Valoù). Ur strollad listri ergerzhiñ a oa ennañ 22 lestr-spluj[12], 5 lestr-spluj godell Ko-hyoteki, gant daou zen ha div darzherez a 450 mm e-bourzh ha tri morreder skañv[25]. Ambrouget e oa an ergerzhadenn gant 8 bag da bourchas eoul-maen d'al listri[26].

D'ar 26 a viz Du, e-keit ha ma oa an daou c'houarnamant o tivizout c'hoazh, e oa kuitaet Bro-Japan e kuzh gant ar strollad listri. Mont a reas etrezek enezeg Hawaii dre an norzh o tremen dre un hent na oa ket darempredet gant kalz bigi.

D'ar 1 a viz Kerzu e aprouas Hirohito Brezel Azia vras ar Reter e-doug ur brezegenn impalaerel hag aotreañ a reas bombezañ Pearl Harbor[27]. Pa resevas al listri an urzh ofisiel da vont d'an emgann d'an 2 a viz Kerzu, e oa c'hoazh ar gouarnamantoù o tivizout. D'ar 6 a viz Kerzu edo al listri 370 km e norzh Pearl Harbor pa resevjont ar ger-kuzh : « krapit ouzh ar menez Niitaka »[28].

C'hwitadenn an divizoù ha disklêriadenn brezel

kemmañ

An divizoù etre Bro-Japan hag ar Stadoù-Unanet a oa kroget en-dro e miz Du 1941 met skoilhet e oant an deiz a-raok an dagadenn : Goulenn a rae groñs ar Japaned e paouezfe ar Stadoù-Unanet da skoazellañ Sinaiz. Ar secretour Stad Cordell Hull a c'houlenne diouzh e du ez afe kuit soudarded Bro-Japan diouzh Sina. D'ar 6 a viz Kerzu 1941, Roosevelt a gasas ur pellskrid d'an impalaer Hirohito da loc'hañ en-dro an divizoù a oa dalc'het e Washington[29].

Ar memes deiz e kasas maodiern an aferioù estren Bro-Japan d'e zileuridi ha d'ar c'hannadour Kichisaburo Nomura, e post e Washington, un teul kodet e 14 mellad. Lavaret e oa dezhañ reiñ anezhañ d'ar sekretour Stad amerikan antronoz da 1e d'enderv, da lâret eo da 7e 30 e Hawaii[30]. Ne oa ket roet ar gemennadenn d'an eur avat abalamour d'an dale kemeret da zigodañ anezhañ. Dont a reas a-benn ar servijoù kuzh amerikan da zigodañ anezhi pell a-raok kannati Bro-Japan : mellad diwezhañ ar memorandum hepken, da laret eo an disklêriadenn brezel, na oa ket bet digodet gant an Amerikaned[29]. D'ar 7 a viz Kerzu da 11e 58, eur Washington (6e 28 e Hawaii), e lennas ar jeneral George Marshall an destenn ; nec'het ganti, Marshall a oa gounezet d'ar soñj e oa Japaniz o prientiñ un dagadenn. Kas a reas ur pellskrid da c'hervel an diazlec'hioù amerikan a oa er Filipinez, e Panama, e San Diego hag e Pearl Harbor da ziwall. Abalamour da gudennoù teknek e tegouezhas ar galv-diwall-se re ziwezhat e Hawaii, meur a eurvezh goude ar bombezadegoù. Resevet e oa gant ar c'hannadour amerikan e Bro-Japan war-dro dek eurvezh goude fin an dagadenn.

An arsailh

kemmañ
 
Kirri-nij eus Bro-Japan o nijal kuit eus un douger kirri-nij d'ar 7 a viz Kerzu

Isoroku Yamamoto ha jeneraled all o doa raktreset un arsailh e teir gwagennad kirri-nij met ar besamiral Chuichi Nagumo a zivizas ne vefe nemet div. 350 nijerez a gemeras perzh en arsailh en holl. 91 karr-nij a oa gouestlet da zifenn ar strollad-listri.

E-doug noz ar 6 d'ar 7 a viz Kerzu an hini e krogas an abadenn. A-drugarez da'r gouloù-deiz ne oa ket ret kemer kement a ziarbennoù kuit da vezan gwelet gant an Amerikaned ha gallouta raed mont buanoc'h etrezek ar pal.

An dagadenn e Malaisia, d'an 8 a viz Kerzu, a c'hoarvezas d'ar memes mare e gwirionez, rak en tu all da linenn ar c'hemm deiz e oa.

Ar c'hefredioù ergerzherezh

kemmañ

War-dro hanternoz e oa lañset pemp lestr-spluj godell a loc'has trema Oahu.

Da 3e 58 e tisklêrias an USS Condor en doa gwelet ul lestr-spluj e morlenn Pearl Harbor d'al lestr-distruj USS Ward. Hemañ a glaskas anezhañ en aner : dianadet e oa. Amiraliezh Pearl Harbor ne gasas ket ar galv-diwall[31]. Da 6e 37 e kavas ar Ward ul lestr-spluj all a c'houeledas.

Ar wagennad kentañ

kemmañ
 
An div wagennad argad

Etre 6e ha 7e 15 e loc'has ar c'hentañ gwagennad a 183 nijerez[24], renet gant ar c'habiten Mitsuo Fuchida, trema Pearl Harbor. En o zouez e oa :

Ne voent gwelet nemet da 7e gant daou soudard amerikan en Opana Point (gant ur radar SCR-270 a oa e-kichen beg norzh Oahu). Ne voent ket kredet gant un ofiser nevez, al letenant Kermit A. Tyler, a oa sur a-zevri e oa 6 bombezer B-17 a oa o tont eus Kalifornia[33] hag a oa gortozet.

War-dro 7e 30 e tremenas ar c'hentañ nijerez japanat da anaout an ardremez hag e roas ar sinal : « Emañ Pearl Harbor o kousket. »

Tremen a reas an nijerezioù kentañ a-us d'an diazlec'h amerikan da 7e 40[34]. Izel e nije ar c'hirri-nij tarzher ha dont a raent eus lec'hioù disheñvel. Nijal a rae ar bombezerien uhel-kenañ avat.

Da 7e 53[35] e kouehas ar bombezennoù kentañ hag en em renkas ar c'hirri-nij e stumm o bodadennoù argad[36]. Kaset e oa ar galv-diwall gant an eilamiral Patrick Bellinger.

Pemp lestr-spluj Ko-hyoteki a daolas tarzherezioù ouzh listri amerikan e deroù ar vombezadeg. Diwar an dek den a oa e bourzh al listri-spluj e oa lazhet 9. An hini nemetañ chomet bev, Kazuo Sakamaki, a oa prizoniet hag e teuas da vezañ ar c'hentañ prizoniad brezel eus Bro-Japan tapet gant an Amerikaned e-pad an Eil Brezel-bed. Skoet e oa an USS West Virginia gant un darzherez hag eteuas evel-se da vezañ ar c'hentañ lestr tizhet gant an arsailh.

Rannet e oa ar c'hentañ argadenn-se e 6 kevrenn. Unan anezhe a oa kaset ouzh tachenn Wheeler Field (sellet ouzh ar gartenn). Tennañ a reas ar Japaned o mat eus ar souezhadenn da vombezañ al listri brasañ, e reter ar vorlenn dreist-holl. Kregiñ a rae pep hini eus an tagadennoù gant bombezerien hag a echue gant kirri-nij chase betek-gouzout e vefent heuliet.

Eil gwagennad

kemmañ
 
Ul lab kirri-nij eus an Enez Ford o teviñ.

Da 8e 30 e oa kaset eil gwagennad an arsailh, enni 167 karr-nij. Implijout a reas muioc'h a vombezerien a nije a-blaen. Bez e oa :

Renet e oa gant al letanant-komandant Shigekazu Shimazaki. Rannet e oa e pevar strollad a oa kaset unan anezhe a-enep diazlec'h Kānehohe, e reter Pearl Harbor. Degouezhout a reas ar strolladoù nijerezioù hogozik d'ar meemes mare, eus meur a lec'h.

E-doug an eil gwagennad e tennas ar C'hurtiss war ul lestr-spluj hag a oa goueledet gant al lestr-distruj USS Monaghan. Echuiñ a reas arsailh an eil gwagennad da 9e 45[37]. Goude an argad e tremenas kirri-nij all da studiañ an distrujoù.

An Amerikaned en em zifenn

kemmañ
 
Tarzhadenn an USS Arizona

Dihunet e oa an dud a oa e bourzh al listri d'an tarzhadennoù. Lañset e oa ar galv-diwall gant ar c'homandant Logan Ramsey da 7e 58, pemp minut goude ar c'hentañ bombezennoù[38]. Roet e oa da c'hoût da Washington DC gant an amiral Husband Kimmel nebeut goude.

Daoust d'ar spontadeg e stourmas meur a soudard gant kalon[38]. An amiral Isaac C. Kidd hag ar c'habiten Franklin Van Valkenburgh a fardas war pont an USS Arizona da aozañ an difenn ha lazhet e oant prim goude. Enoret e oa an daou zen goude o marv gant ar vedalenn a enor. An asagn Joe Taussig a lakaas an USS Nevada da loc'hañ e-pad an dagadenn. Unan eus al listri-distruj, an USS Aylwin, a reas ar memes tra gant gant pevar ofiser hepken en e vourzh, an nemorant eus an akipaj a oa anezhañ asagnoù hep skiant-prenet war vor. Ar c'habiten Mervyn Bennion, komandant an USS West Virginia, a renas e akipaj a-raok bezañ lazhet gant skolpadoù bombezennoù. Lazhet e oa ar c'hentañ martoloded gant an argadenn dre an aer e-bourzh al lestr-spluj USS Tautog a ziskaras ivez ar c'hentañ nijerez. Doris « Dorie » Miller hag a oa keginer e bourzh an USS West Virginia, a gemeras ur vindrailherez stourm a-enep ar c'hirri-nij ha a dennas ouzh ar Japaned : diskar a reas unan d'an nebeutañ e-keit ha ma oa taget e lestr. Roet e oa dezhañ kroaz ar morlu (Navy Cross) goude an emgann. 14 martolod hag ofiser a oa enoret gant ar vedalenn a enor. ur vedalenn ispisial, ar Pearl Harbor Commemorative Medal, a oa roet da c'houde d'an holl a oa e Pearl Harbor e-pad an arsailh. En oabl, an eneberezh a-bouez nemetañ a zeuas eus un dornadig Curtiss H.75 hag a Curtiss P-40 Warhawk hag eus an difenn a-enep an nijerezioù. Klask a reas kirri-nij zo dizoleiñ listri ar Japaned met en aner[39].

Nulladenn an trede gwagennad

kemmañ
 
Peñse al lestr-distruj Shaw goude ma tarzhas.

Lod eus an ofiserien a bouezas war an amiral Nagumo dezhañ da deuler un trede argadenn da zistrujañ ar mirlec'hioù trelosk ha danframmoù Pearl Harbor. Istorourien zo o deus lâret e vije bet strobet en un doare efedusoc'h strollad-listri ar Meurvor-Habask ma vije bet distrujet ar mirlec'hioù trelosk hag an dafar dreserezh, kalz muioc'h evit dre zistruj listri eus al linenn. Koulskoude e tivizas Nagumo dilezel raktres un trede gwagennad evit meur a abeg : da gentañ e reas muioc'h a verzh an difennoù a-enep ar c'hirri-nij e-pad an eil gwagennad ma oa kollet an 2/3 eus ar c'hirri-nij japanat diskaret. Ne oa tamm efed sourpren ebet ken hag un trede gwagennad a c'hallfe kreskiñ kolloù arme Bro-Japan. Ouzhpenn-se, prientiñ un trede argadenn a vije bet re hir, hag en dije lezet amzer d'an Amerikaned da dagañ nerzhioù Nagumo a oa war-dro 400 km e norzh Oahu. O listri-spluj a c'halle kavout ha tagañ listri ar Japaned. Ouzhpenn ne ouie ket c'hoazh ar Japaned e-men e oa an dougerien kirri-nij amerikan hag erruet e oant e penn o fourvezioù : chom pelloc'h a greske ar riskl da zioueret trelosk. Tizhet e oa bet pal ar Japaned gant an eil gwagenn, da lâret eo dizornañ strollad-listri amerikan ar Meurvor-Habask. Abalamour da se e ranke paouez an ergerzhadenn. Poent e oa mont kuit eta, rak Bro-Japan en doa palioù strategek all en Azia ar Gevred.

Kolloù

kemmañ

Stadoù-Unanet Amerika

kemmañ

90 munutenn goude ma voe kroget an argadenn e oa paouezet anezhi. Daou vil eizh martolod a oa bet lazhet ha 710 gloazet; 218 soudard pe soudard-nij (bez e oant ul lodenn eus an Army betek krouidigezh an US Air Force e 1947) a oa bet lazhet ha 364 gloazet; 109 marines a voe lazhet ha 69 gloazet; hag ouzhpenn-se 68 trevour a voe lazhet ha 35 gloazet. En holl, 2335 soudard stadunanat a oa marvet ha 1143 a oa bet gloazet.

Notennoù

kemmañ
  1. S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S-. […], 1996, p.225
  2. Jacques Binoche, Histoire des États-Unis, Paris, Ellipses, 2003, p.185
  3. Roland H. Worth, Jr., No Choice But War: the United States Embargo Against Japan and the Eruption of War in the Pacific, Jefferson, North Carolina, McFarland, 1995
  4. Peter Wetzler, Hirohito and War, 1998, p.44
  5. Peter Wetzler, ibid., p.29, 35, 39
  6. H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.334
  7. Wetzler,ibid, p.39
  8. Herbet Bix, Hirohito and the making of Modern Japan, p.430-431.
  9. H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.340
  10. S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S-. […], 1996, p.414 ; H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.323
  11. Embann a ra ar shintoegezh orin doueel Bro-Japan
  12. 12,0 12,1 ha12,2 H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.337
  13. H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.344
  14. H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.345
  15. F. Abbad, Histoire du Japon, 1992, p.150
  16. 16,0 ha16,1 S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S- […], 1996, p.414
  17. Jacques Binoche, Histoire des États-Unis, Paris, Ellipses, 2003, (ISBN 2-7298-1451-5), p.182
  18. P. Vallaud, Témoins de l’Histoire, 2002, p.211
  19. P. Miquel, La Seconde Guerre mondiale, 1986, p.338
  20. [Orbat.com/Niehorster, https://web.archive.org/web/20101219044833/http://orbat.com/site/ww2/drleo/013_usa/_41_usn/_usn.html Administrative Order of Battle], Armeoù an Eil Brezel-bed, 9 a viz Here 2005
  21. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.267
  22. Ships Present at Pearl Harbor, 0800 7 December 1941
  23. 23,0 ha23,1 A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.425
  24. 24,0 ha24,1 P. Vallaud, Témoins de l’Histoire, 2002, p.216
  25. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.265
  26. « Pearl Harbor, une attaque surprise préméditée de longue date », war lec'hien ar Mémorial de Caen, pajenn lennet d'an 21/01/2007
  27. Wetzler, ibid., p.39
  28. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p. 266
  29. 29,0 ha29,1 F. Abbad, Histoire du Japon, 1992, p.153
  30. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.268
  31. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.269
  32. an Nakajima B5N2 Kate a c'halle bezan implijet koulz evel bombezerien a-blaen hag evel bombezerien tarzher, diouzh ma vezent armet gant bombezennoù pe tarzherezioù
  33. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.270
  34. Hir eo dont eus strollad listri Bro-Japan betek Pearl Harbor
  35. Eur Hawaii ; 3e 23 d'an eizh a viz Kerzu hervez eur Bro-Japan
  36. H.P. Willmott, La guerre du Pacifique, 1941-1945, 2001, p.52-53
  37. J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.273 ha « 7 décembre 1941 : les Japonais attaquent Pearl Harbor » e lec'hienn Hérodote, pajenn lennet d'ar 21/01/2006
  38. 38,0 ha38,1 A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.426
  39. A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.428