23 Mezheven
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1314 : deroù Emgann Bannockburn e Bro-Skos, m’eo trec’h nerzhioù Bro-Skos war armeoù Bro-Saoz.
- 1713 : trevadennerien c’hallek Akadia a zo roet bloaz dezho evit dibab etre touiñ fealded da Vreizh-Veur pe kuitaat ar vro.
- 1956 : Gamal Abdel Nasser a zo dilennet da brezidant en Ejipt.
- 1974 : krouidigezh Kanton Jura evel ur c’hanton anezhañ e-unan e Suis.
- 1990 : dizalc’hiezh Moldavia.
Sportoù
kemmañ- 1894 : krouet eo ar Poellgor etrebroadel olimpek e Pariz, war atiz ar Gall Pierre de Coubertin, evit sevel ar C'hoarioù Olimpek.
- 1927 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan (a-benn d'an eur) ; trec'h eo ar Breizhad Ferdinand Le Drogo.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1433 : Frañsez II (Breizh) († 9 a viz Gwengolo 1488 e Koeron).
- 1846 : Gaston Maspero, ejiptour gall († 30 a viz Mezheven 1916 e Pariz).
- 1910 : Jean Anouilh, dramaour ha skrivagner gall († 3 a viz Here 1987 e Lausanne (Suis)).
- 1912 : Alan Turing, jedoniour saoz († 7 a viz Mezheven 1954 e Wilmslow (Bro-Saoz)).
- 1955 : Jean Tigana, melldroader gall.
- 1970 : Yann Tiersen, sonaozour, soner ha kaner gallek.
- 1972 : Zinédine Zidane, melldroader etrebroadel gall.
Marvioù
kemmañ- 1806 : Mathurin Jacques Brisson, evnoniour ha fizikour gall.
- 1864 : Christian Ludwig Brehm, pastor hag evnoniour alaman.
- 1877 : Emmanuel Le Maout, louzawour ha naturour breizhat.
- 1959 : Boris Vian, soner ha skrivagner gallek.
- 2010 : Roparz Omnes, yezhoniour arbennigour war ar spagnoleg hag ar brezhoneg.
- 2011 : Peter Falk, aktour stadunanat.