.30-40 Krag
An .30-40 Krag, anvet ivez .30 US pe .30 Army, a oa ur munision implijet adalek 1892 e stummoù stadunanat ar fuzuilhoù Krag-Jørgensen hag en un nebeud armoù all, en o zouez adstummoù eus ar mindrailherezioù Gatling pe Colt-Browning M1895 hag eus ar garabinenn Winchester M1895. Ar munision standart kentañ ennañ poultr divoged e oa e arme ar Stadoù-Unanet. Kemeret e voe e blas e 1903 en armoù an US Army gant ar c'hartouchennoù .30-03 Springfield.
.30-40 Krag | |
---|---|
Kartouchennoù .30-40 Krag dezhe ur boled Spitzer (begek, a-gleiz) ha ront (a-zehou) | |
Perzhioù | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Mare implij | 1892- 1903 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | .308 / 7,8 mm |
Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
Ø kolier | 8,6 mm |
Ø skoaz | 10,7 mm |
Ø strad | 13,8 mm |
Tevder ar strad | 1,6 mm |
Hirder an douilhez | 58,80 mm |
Hirder ar gartouchenn | 78,5 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | Etre 6 ha 13 g |
Tizh o vont e-maez V0 | Etre 602 ha 883 m/s |
Energiezh ar vannadell | Etre 2 347 ha 2 995 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP