9 Gwengolo
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1087 : dont a ra Gwilherm II da vezañ roue Bro-Saoz.
- 1561 : penn-kentañ Kendiviz Poissy etre katoliked ha protestanted.
- 1656 : Emgann Cádiz etre morluioù Bro-Saoz ha Spagn.
- 1791 : an anv Washington D.C. a roer da gêr-benn Stadoù Unanet Amerika, en enor da George Washington.
- 1850 : deuet eo Kalifornia da vezañ ar 31añ stad eus ar Stadoù Unanet.
- 1855 : dibenn Sez Sevastopol e-pad Brezel Krimea.
- 1892 : Amalthea, trede loarenn ar blanedenn Yaou, zo kavet gant Edward Emerson Barnard.
- 1899 : kondaonet eo Alfred Dreyfus evit an eil gwech, gant degouezhioù skañvaus.
- 1922 : dibenn ar Brezel etre Gres ha Turkia, gant trec'h an Durked e Smyrna (anvet İzmir bremañ), en arvor Mor Egea.
- 1923 : gant Mustafa Kemal Atatürk eo krouet ar Cumhuriyet Halk Partisi (CHP, Strollad Republikan ar Bobl).
- 1932 : e Madrid eo aprouet Statud Emrenerezh Katalonia gant parlamant Spagn.
- 1944 : tarzhadenn er c'houdorenn Sadi-Carnot e Brest, 900 den lazhet.
- 1948 : embann a ra Kim Il-sung eo savet Republik Poblel ha Demokratel Korea.
- 1969 : e Kanada eo lakaet al Lezenn evit ar Yezhoù Ofisiel da dalvezout, ha dont a ra ar galleg da vezañ ken ofisiel hag ar saozneg evit ar gouarnamant.
- 1975 : loc'het eo ar sonterez amerikan Viking 2 war-du Meurzh.
- 1991 : dizalc'hidigezh Tadjikistan.
- 2001 : muntret eo Ahmad Shah Massoud, rener emsavidi an hanternoz, en Afghanistan.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1583 : Girolamo Frescobaldi, klavisimer, ograouer ha sonaozer italian.
- 1585 : Armand Jean du Plessis de Richelieu (Richelieu), kardinal gall.
- 1558 : Philippe Emmanuel Loren, Duk Mercoeur, marc'heg da vare Brezel ar C'hevre.
- 1789 : William Cranch Bond, steredoniour stadunanat.
- 1828 : Lev Tolstoy, skrivagner rusianek.
- 1842 : Elliott Coues, evnoniour, istorour ha medisin-arme stadunanat.
- 1856 : Vincenc Hrubý, mestrc’hoarier echedoù tchek.
- 1872 : Léon Blum, politikour ha den-Stad gall bet prezidant ar c'huzul.
- 1929 : Claude Nougaro, barzh ha kaner-sonaozer gall.
- 1941 : Otis Redding, kaner-sonaozer ha produour stadunanat.
- 1960 : Hugh Grant, aktor saoz.
Marvioù
kemmañ- 1000 : Olaf Tryggvason, roue Norvegia.
- 1087 : Gwilherm II (dug Normandi) pe Gwilherm Iañ Bro-Saoz pe Gwilherm an Alouber c'hoazh, dug Normandi ha roue Bro-Saoz.
- 1488 : Frañsez II, dug Breizh.
- 1569 : Pieter Brueghel gozh, livour flamank.
- 1891 : Jules Grévy, den-stad gall.
- 1898 : Stéphane Mallarmé, barzh gall.
- 1901 : Henri de Toulouse-Lautrec, livour ha maendresour gall.
- 1976 : Mao Zedong, politikour ha den-Stad sinaat.
- 2001 : Ahmad Shah Massoud, unan eus pennoù an harzherezh e-enep an dTalibaned en Afghanistan, lazhet en ur gwalldaol.
- 2023 : Max Simeoni, broadelour korsat.
Lidoù
kemmañ- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Santez Ozvan.
- Tadjikistan : Deiz an Dizalc'hiezh.