[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Oan

Eus Wikipedia
Un oan o peuriñ
Un oan nevez c'hanet
Dañvadez o vagañ, oan o tenañ

Un oan eo an anv a vez graet eus un dañvad bihan, ganet eus un dañvadez hag ur maout. Savet e vez an ein evit o c'hig.

Kig tener eo ar c'hig oan ha mat e vez kavet gant ar begoù lipous.

Oangen a vez lavaret eus kroc'hen an ein.

Arouez an douster, ar furnez, hag ar sentidigezh eo an oan. Hini ar gouzañverien eo ivez, dre ma'z eo dizifenn a-grenn. Gant-se e vez aberzhet alies hervez c'hoantoù an dud, pe ezhommoù al loened-preizh.

Oan Doue war ur Bibl eus an XVIIIvet kantved
  • Aberzhet e veze ein du da zoueed an avelioù gant moraerien an Henamzer.
  • En Islam e vez dic'houzouget un oan (dizonet) da lidañ an Aid.
  • Ul loen glan eo an oan hervez ar relijion yuzev, ma c'haller en debriñ.
  • Oan Doue, a zilam pec'hed ar bed, a vez kanet en oferenn gatolik. Jezuz eo an oan a voe aberzhet, hervez ar gredenn.


Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dous, fur, reizh, evel un oan.
  • Ma oanig, a lavarer a-wechoù d'ur bugel karet.

Anv a vez eus an oan evel boued d' ar bleiz er fablennoù.

Agnolotti


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger oan er
wikeriadur, ar geriadur frank.