V (disheñvelout)
Neuz
An trede lizherenn warn-ugent eus al lizherenneg latin, an hini a implijer e brezhoneg, eo al lizherenn V.
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An arouez V graet gant daou viz kentañ an dorn zo arouez an trec'h pe ar frankiz (Vrijheid e flamankeg) abaoe Koulzad ar Voù a oa bet kaset en-dro gant ar ministr belgat Victor de Laveleye e 1941.
- V eo arouez ur strollad politikel Svedat (Vänsterpartiet).
- Al lizherenn V eo arouez ar c'harbedoù a zeu eus ar Vatikan.
- Ar V a dalvez evit un doare ma c'haller staliañ ar bailhoù en ur c'heflusker dre enleskiñ.
Arzoù ha sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]V an trec'h zo skeudennet war al liketenn treset gant Philippe Jullian evit ar boutailhadoù Château Mouton Rothschild produet er bloaziad 1945.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- V eo titl ur romant skrivet gant Thomas Pynchon.
- V eo anv haroz ar bannoù-treset V for Vendetta savet gant Alan Moore ha David Lloyd.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- V eo anv ur heuliad filmoù skinwel stadunanat.
- Savet ez eus bet ur film anvet V for Vendetta e 2006.
Skiantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steredoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En anvadur an asteroidennoù, ar V a dalvez da envel ur c'horf-oabl zo bet dizoloet etre ar 1añ hag ar 15 a viz Du eus ur bloavezh.
- An asteroidennoù a-seurt V zo asteroidennoù stummet diwar tammoù eus 4 Vesta.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pa dreuzskriver ur chadenn liespeptidek, al lizherenn V a dalvez ar valine.
Matematik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er sifroù roman, V a dalvez 5.
- Ar c'hebr gant e veg troet etrezek an traoñ (V) zo arouez an oberataer poell « pe ».
Fizik - Kimiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- V eo arouez kimiek ar vanadiom e taolenn beriodek an elfennoù.
- Ar bennlizherenn V eo an argemmenn a vez implijet alies evit an tolzennad.
- Ar bennlizherenn V a dalvez a-wezhioù evit ur c'halloudezh tredan (implijet e vez U alies ivez hag a-wezhioù E)
- Ar bennlizherenn V eo an argemmenn a vez implijet alies evit an tizh.