[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mortepez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Troad-moc'h)
Mortepezenn

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Maxillopoda
Urzhad : Pedunculata
Kerentiad : Pollicipedidae
Genad : Pollicipes
Anv skiantel
Pollicipes pollicipes
Gmelin, 1789
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar vortepezenn, pe troad-moc'h, pe poch-pez, (Pollicipes pollicipes pe Pollicipes cornucopia), a zo ur c'hresteneg mor mat da zebriñ hag a vev stag ouzh ar reier. Droukvesket e vez a-wechoù gant ar garili.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 5 cm eo he hirder. Un troad du skantek a ya d'ober lodenn izelañ he c'horf pa eo tric'hornek ha goloet a blakennoù arwenn (un dek plakenn vihan toget gant 5 plakenn vrasoc'h) he lodenn uhelañ. Etre ar plakennoù-se e vez gwelet ar gwiennoù du.

Neudennoùigoù a zispak diouzh un toull e penn ar plakennoù brasañ ha ganto e vez tapet krog er boued : ar plankton.

Bevañ a ra ar vortepezenn stag ouzh ar reier goloet gant an uhelvor war aodoù mor Breizh ha re ar meurvor Atlantel, eus Bro-Saoz betek Senegal. Priziet-kaer eo el ledenez iberek hag aet eo da get e rannvedoù 'zo en abeg d'ur pesketaerezh drastus.

Implijet e vez ar ger mortepez e Bro-Leon en un doare hengounel hervez Alan-Gwenog Berr (Ichtyonymie Bretonne, II § 141). Troad-moc'h a vez lavaret dre holl e Bro-Gwened ha poch-pez pe Pas-pez e Kerne.

Treid-moc'h er C'hab