[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Wallis ha Futuna

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wallis-ha-Futuna)
Wallis-ha-Futuna
ʻUvea mo Futuna
Strollegezh tramor

Banniel diofisiel
13° 17′ 0″ S, 176° 11′ 0″ W
Melestradur
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Statud Strollegezh tramor (23/03/2003)
Kêr-benn
ha kêr vrasañ
Matāʻutu
Yezhoù Galleg (ofisiel)
Walliseg
Futuneg
Douaroniezh
Gorread 142,42 km²
Pennlein 524 m
Poblañs 11 558 (2018) [1]
Stankter 81,15 den/km²
Gwerzhid-eur UTC + 12:00

Wallis ha Futuna (galleg : Wallis-et-Futuna; fakauveaeg ha fakafutunaeg: ʻUvea mo Futuna), ent-hir Tiriad Inizi Wallis ha Futuna (galleg : Territoire des îles Wallis et Futuna), zo un tiriad enezek polinezian e Su ar Meurvor Habask etre Tuvalu er gwalarn hag Enez Rotuma (Fidji) er c'hornaoueg, ha lodenn bennañ Fidji er mervent ; emañ Tonga er gevred, Samoa er reter ha Tokelau er biz. E dalc'h Frañs emañ an tiriad-se, hag ur strollegezh tramor (COM) eus ar Republik-se eo abaoe 2003.

Teir enezenn bennañ a ya d'ober an tiriad : Wallis (ʻUvea), Futuna hag Alofi. Inizi tanveneziek ez int. Ur gorread a 142,42 km² a zo en holl gant ur 11 558 den o chom enno e 2018. Matāʻutu eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.

Daoust ma'z eo stag ouzh Republik Frañs hag eo bonreizh ar Vvet Republik eo a vez lakaet da dalvezout, ez eo renet an tiriad gant roueed henvoazel, ha tri a zo anezho.


  1. (fr) 'INSEE'. Kavet : 13/07/2022.