[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Priscus Attalus

Eus Wikipedia

Priscus Attalus (... – Lipari, ...; fl. 394-416) a oa ur senedour roman dindan ren an impalaer roman Flavius Honorius. Div wech e kemeras ar galloud. An dro gentaén a voe e 409–410, hag an eil e 414-415, gant skoazell ar Vizigoted.


Goude marv Alarig, ez eas Priscus da-heul ar Vizigoted a-dreuz Galia. E 412/413 ec'h alias ar roue nevez Ataulf d'en em glevout gant Jovinus; e Genver 414, e Narbonna, e timezas Ataulf da verc'h Teodosius Iañ, Galla Placidia, ha c'hoar Honorius, hag Attalus an hini a zistagas ar brezegenn eured .


E 415 ez eas kuit ar Vizigoted eus Galia da vont da Spagn .

Tapet e voe Attalus gant ar Romaned, kaset da Ravenna. Muturniet e voe, diskouezet e trec'hlid Honorius e Roma e 416, hag harluet da Lipari.