[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Polyneikes

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Polinikes)
Eteokles ha Polyneikes, gant Giovanni Battista Tiepolo.

Polyneikes (henc'hresianeg Πολυνείκης / Polyneíkês, "kalz a riotoù") a oa mab da Oidipoüs, ha d'e bried Iokaste. Dimezet e oa da Argeia, merc'h da Adrastos, ha bugale o doe : Thersandros, Adrastos ha Timeas.

Oidipoüs, goude bezañ lazhet e dad Laios, a oa dimezet d'e vamm, ha bet bugale ganti : Polyneikes neuze, hag Eteokles, Antigone, Ismene.

Pa voe anavezet kement-se e voe kaset kuit Oidipoüs eus kêr Dhebai, ha harluet da Golonos (a zo dodenn an drajedienn Oidipoüs e Kolonos gant Sofokles). E zaou vab avat a chomas d'ober war-dro o zamm rouantelezh.

Divizet e voe gant an daou vreur ren e Thebai pep hini d'e dro, bep eil bloaz. Met pa deuas ar c'houlz e nac'has Eteokles lezel e lec'h gant Polyneikes, ha setu Polyneikes da Golonos da c'houlenn bennozh e dad. E-lec'h bennozh avat e klevas e vallozh.

Hag abalamour d'ar mallozh-se e varvas an daou vreur en un emgann evit ar galloud (danvez an drajedienn Ar Seizh a-enep Thebai gant Aisc'hylos). Kreon, breur da Iokaste, deuet da roue nevez e Thebai, a zifennas neuze seveniñ al lidoù-kañv ret evit Polinikes. Petra a reas an div c'hoar ? Sed aze dañvez an drajedienn Antigone holl-vrudet gant Sofokles.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.