[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bosfor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Strizh-mor Bosfor)
"Pont ar Bosfor I" (Boğazi küprüsü) dreist ar Bosfor
Ar Bosfor sellet eus an egor

Ar strizh-mor etre ar Mor du ha Mor Marmara eo ar Bosfor (Boğaziçi e turkeg, Βόσπορος e gresianeg). Sellet a reer ouzh an hent-mor-se evel an harz etre Azia hag Europa. Pa z'eus ur rannvro durk war ribl Europa emañ ar strizh-mor dindan beli Turkia, nemet ez eus reolennoù etrebroadel o ren warnañ. War un 30 km bennak e ra kammdroennoù o skeiñ war ar Biz hag en deus etre 550 ha 3000 m a led.

Ur gerdarzh boutin evit e anv a ra dave d'ar vitologiezh c'hresian pa vez displeget evel treizh ar vuoc'h (eus Βοῦς [bous], buoc'h, ha πόρος, [poros], treizh). Hervez ar vojenn henc'hresian e vage an doue Zeus karantez ouzh ur plac'h anvet Io. Broudet gant ar warizi e kemmas Hera, gwreg Zeus, ar plac'h en ur vuoc'h hag e kasas ur vouienn d'he flemmañ ken e klaskas an aneval paour mont kuit en ul lammat dreist ar strizh-mor.
Koulskoude eo tost "bous" d'ar verboù gresianek buō ha buzō (hemañ tost d'an anv-lec'h Bizantion, Istanbul hiziv), ar verboù evit "strizhañ" ken eo "treizh strizhet" an dalvoudegezh wir.

Pouez strategel hag armerzhel ar Bosfor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha p'emañ ar Bosfor e Turkia, e dourioù a zo dourioù etrebroadel, da lavaret eo dieub an treizh da bep bag pe lestr. Eus seizh feur-emglev e teu ar reolennoù etrebroadel war an treizh, an hini diwezhañ o vezañ Emglev Montreux e-keñver reolennoù strizhoù-mor Turkia (1923). E-touez ar re stankañ er bed eo an treizherezh, meur a lestr-eoul-maen bras o tegas eoul-maen broioù ar Mor du. E 2003 e oa bet kontet 43 000 lestr o treizhañ, 8 000 anezho o endelc'her ur gargad arvarus (gaz pe eoul-maen).
E 2004 e kreskas an treizherezh da 53 000 lestr. Un hent-mor dañjerus eo abalamour d'ar c'hasennoù kreñv, met n'eus tu da rediañ ma yafe ul loman evit henchañ ar sturier. E 2004 e varvas 25 martolod diwar un tangwall goude ma yae d'en em stekiñ daou lestr-eoul-maen.
War riblennoù ar Bosfor emañ lodenn Reter kêr Istanbul (bet Kergustentin a-raok aloubidigezh an Durked e 1453), enni dreist 13 milion a annezidi. Bet eo bet kêr-benn Impalaeriezh Turkia a-raok ma voe dibabet Ankara gant ar Vodadeg Vroadel Vras e 1922. Ul liamm etre Europa hag Azia eo al lec'h-se a-hed an holl amzerioù.