[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sevenadur Moustier

Eus Wikipedia
Takad annezet get Homo neanderthalensis

Sevenadur Moustier, anvet Mousterian ivez, zo ur sevenadur ragistorel a Henoadvezh krenn ar maen, oberiant etre 300 000 ha 30 000 vlez avamañ. Dre vras e voe diorroet ar sevenadur-mañ get Homo neanderthalensis, neoazh binvioù « mousterian » zo bet savet get tud vodern (Homo sapiens) er Reter-Nesañ. Fedoù heverkañ sevenadur Moustier eo ar feson da zibezhiañ ar vein a vez graet hentenn Levallois anezhi, ar bezioù kentañ ha roudoù kentañ ar c’hoant heneuziañ an traoù (gober get okr, fosiloù, engravañ flañchadennoù mentoniel evit klinklañ objedoù).

Savet ez eus bet an anv « sevenadur Moustier » e 1869 get G. de Mortillet diàr anv lec’hienn henoniel Moustier lec’hiet e flondrenn ar Vesera ("La Vézère" e galleg) e Dordonha. Komz a reas Mortillet ag « oadvezh Moustier ». Get diskoachadennoù arall àr lec’hiennoù arall ez eus bet graet ur renabl a neuzioù boutin a verk sevenadur Moustier hag an diforc’hioù a gaver.

Kronologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan a sevenadurioù greanterezh ar vein a ya d’ober henoadvezh krenn ar maen eo ar Mousterian. En Europa ed a henoadvezh krenn ar maen da heul ar sevenadur Acheulean hag e zaouduegoù àr-dro 300 000 kent an amzer a-vremañ. Monet a reas ar Mousterian àr liesseurtelaat tamm ha tamm kent leuskel, àr-dro 38 000 vlez kent hon amzer, an dachenn da sevenadur Châtelperron, liammet eñ ivez get an dud Neandertal. Ar sevenadur-mañ diwezhañ, hag a verk dibenn henoadvezh krenn ar maen ha deroù henoadvezh nevez ar maen, a c’hell bout gwelet èl emdroadur naturel ar Mousterian.

Hin hag endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bout ez eus bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er Pleistosen, neueunnadurioù bras an hin get marevezhioù ar skorn (skornvezhioù) ha marevezhioù etreskornvezhel. Annezidi Europa an amzer-hont, da lâret eo tud Neandertal, o doa anavet hinadoù kerreizh ha yen. Izeloc’h e oa live ar morioù.

Kavet ez eus bet elfennoù a sevenadur Moustier en Europa a-bezh, nemet en inizi ar mor Kreizdouar hag e lec’hlenn tapet get ar skorn. Objedoù doare Moustier zo bet kavet er Reter-Nesañ, hogen savet e vijent bet get tud vodern ( « kent-Cro-Magnon »).

Henijinerezh ar vein hag ar c'hoad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet ur bochad binvioù savet diàr skolpennoù maen: rakloueroù, kraverezioù, begoù, daouduegoù bihan, ha razh. Savet int bet éc’h ober get an hentenn Levallois. Troadet e oa ul lod mat anezhe (sagaeioù,…). Labouret e veze ar c’hoad hag al lêr.

Buhez an dud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud Neandertal o sevenadur Mousterian a hemolc’he geotdebrerion bras (kirvi-erc’h, bizoned, gourejened, roñsed gouez) éc’h ober get teknikoù a ziskouez un ampartiz bras: kaset e veze al loened-se da doulloù-trap naturel. Eskemmoù a veze ha gwellaet e oa bet an annezadur (lochennoù, oaledoù). Soñjal a reer e oa bet tud Neandertal an dud kentañ o doa bet prederiadennoù speredel rak douaret e oa bet meur a zen get profoù e-barzh bezioù klinklet (okr, kregin), ha tud zo a soñj e c’hellehe bout roudoù lidoù relijiel. Ne gomzer ket ag “arz” evit komz ag an objedoù savet get ar “Vousterianed”, hogen gouiet a reer e veze dastumet okr, fosiloù dibar pe mein ral ha kavet ez eus bet engravadurioù mentoniel anskeudennus.