[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sachsen-Altenburg

Eus Wikipedia
Sachsen-Altenburg, en Impalaeriezh alaman
Sede pelec'h e oa Sachsen-Altenburg

Sachsen-Altenburg zo un dugelezh kozh eus Alamagn. Daou brantad zo bet en he buhez: ar c'hentañ er XVIIvet kantved (1603-1672), an eil en XIXvet kantved (1825-1918).

Kentañ marevezh 1603-1672

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1602 e varvas an dug Friedrich Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar ha pevar mab dezhañ, yaouankik c'hoazh: Johann Philipp von Sachsen-Altenburg (ganet en 1597), Friedrich von Sachsen-Altenburg (ganet en 1599), Johann Wilhelm von Sachsen-Altenburg (ganet en 1600) ha Friedrich Wilhelm II von Sachsen-Altenburg (ganet dalif en 1603). Breur an dug, Johann II von Sachsen-Weimar a voelakaet da ren e penn dugelezh Sachsen-Weimar, hag evel digoll e voe roet un dugelezh nevez da vugale Friedrich Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar, hini Sachsen-Altenburg.

En ur gevred e renas ar pevar breur e Sachsen-Altenburg, hogen da gentañ dindan rejantelezh an Dilennour Christian II von Sachsen, ha goude hini e vreur Johann Georg Iañ von Sachsen. En 1618 e voe embannet e oa Johann Friedrich en oad da ren ha lakaet e voe an dugelezh etre e zaouarn. Pa varvas ne chome nemet ur breur dezhañ, Friedrich Wilhelm, ha hennezh a renas war e lerc'h.

E 1672 e varvas an trede dug, Friedrich Wilhelm III von Sachsen-Altenburg, gant ar vrec'h. Mont a reas an dugelezh neuze gant an dug Ernst Iañ von Sachsen-Gotha, eus Dugelezh Sachsen-Gotha, a oa dimezet en 1636 da Elisabeth Sophia von Sachsen-Altenburg, merc'h nemeti Johann-Friedrich. Betek 1825 e chomas unanet Sachsen-Gotha ha Sachsen-Altenburg e-barzh Dugelezh Sachsen-Gotha-Altenburg.

Eil marevezh : 1825-1918

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1825 e varvas divugel dug Sachsen-Gotha-Altenburg, Friedrich IV von Sachsen-Gotha-Altenburg, hag adlodennet e voe o douaroù gant an duged sakson. Dug Sachsen-Hildburghausen a laoskas e vro gant Bernard IV von Sachsen-Meiningen evit bezañ kentañ dug Sachsen-Altenburg adsavet.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]