[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Innis Choinnich

Eus Wikipedia
Innis Choinnich gwelet eus Ulbha: an enezennoù tostañ eo Geasgill Mor & Beag, an hirañ a-dreñv dezho eo Innis Choinnich

Innis Choinnich, a zo Inch Kenneth e saozneg, zo un enezenn vihan er c'huzh-heol da Enez Muile, en Inizi Gall Bro-Skos, er c'hreisteiz da Enez Ulbha.


Anvet eo an enezenn war-lerc'h sant Coinneach (Kenneth e saozneg), a oa diskibl da sant Koulm, en devije savet ur manati en enezenn.

E 1773 e teuas ar skrivagnerien saoz Samuel Johnson ha James Boswell betek enni e-kerzh o zroiad en Inizi Gall, ha degemeret e voent gant Sir Allan MacLean, penn ar c'hlan Maclean. Koulz Johnson[1] evel Boswell[2] a gontas o donedigezh da Innis Choinnich.

Er bloavezhioù 1930 e oa perc'hennet an enez gant Sir Harold Boulton, a skrivas komzoù ar ganaouenn Skye Boat Song, a zo deuet da vezañ Luskell va bag e brezhoneg. Gantañ e voe brasaet an ti nemetañ a oa en enez d'ober an ti-annez.

Goude e voe etre daouarn an tiegezh Mitford. An itron Unity Mitford a oa troet a-du gant an nazied a echuas he buhez en enezenn[3].

Goude marv o mamm, Lady Redesdale, e 1963, e tegouezhas d'ar c'hoarezed Mitford. Diana, Nancy, Deborah ha Pamela a werzhas o rann d'o c'hoar all Jessica. Jessica, bet komunourez, a lavaras ober ur porzh listri-spluj sovietek.

E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe gwerzhet gant Jessica, hag ur perc'henn prevez all zo.

  1. Samuel Johnson (1775). A Journey to the Western Islands of Scotland.
  2. James Boswell (1785) The Journal of a Tour to the Hebrides with Samuel Johnson, LL.D.
  3. [1] “The strange case of the aristocrat, Hitler and the tiny Scottish island”, Sunday Herald (26 Even 2005), skrivet gant Alan Crawford.
An ti en Innis Choinnich