[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kartennouriezh

Eus Wikipedia
Gant ar c'hlask Sevel kartennoù e tegouezher amañ.

Deskrivadur moullet an oikouménē (1482, Johannes Schnitzer, engraver) savet dre implijout daveennoù douaroniel Ptolemaios hag an eil bannerezh kinniget gantañ, jedet diwar an daveennoù e Geōgraphikḕ. Goude bezañ bet dilezet kantvedoù-pad e voe adc'hanet an douaroniezh pa voe bet troet e latin ar Geōgraphikḕ e penn-kentañ ar XVIvet kantved
Kartenn an Douar lakaet war ur skor plat dre vannerezh Mercator

Kartennouriezh a reer eus ar studi hag ar pleustr da sevel kartennoù.

Dre genstrollañ ar skiant, ar genedelezh hag an teknik e talc'h ar gartennouriezh da gas an traoù gwelus da stlennoù egorel gant un aozadur grafek pe stlennel. Pan eo ar gartennouriezh hollad an hentennoù da sevel ar c’hartennoù, ar sevel kartennoù e-unan eo an disoc’h, ha "kartenniñ" a c’hall bezañ kevatal d'an dro-lavar. Gallus eo lakaat ar gartennouriezh d'ur skiant a c’hell bezañ kelennet e pep lec’h, met er skolioù sevel kartennoù e veze pleustret warni gwechall ha bremañ e vez kelennet dre hentadoù arbennik er skolioù-meur.

Goude kavet ar mammennoù, da lavaret eo tresadennoù, luc’hskeudennoù pe stlennoù (savleoù, skridoù, restroù...) e stager gant ar sevel kartennoù dre bemp pazenn.

  1. Sevel listenn an traoù da vezañ kartennet ha dibab an traezennoù da vezañ diskouezet. An traezennoù a c’hell bezañ traou fetis evel an hentoù hag an torosennadur, pe difetis (lec'hanvioù, harzoù politikel).
  2. Diskouez un hollad douaroù digompez war ur skor plat ; setu perak e tleer ober gant bannerezhioù kartennel.
  3. Lemel elfennoù an traezennoù mar n'emaint ket el listenn a zo da gartenniñ.
  4. Krennañ lod perzhioù a denn d’an traezennoù da vezañ kartennet, betek mont d’an hollekadur.
  5. Kempenn an elfennoù treset ken e c’hell ar gartenn kas ur gemennadenn efedus d’an dud, ar pezh a zo pal pennañ pep kartennour·ez : ret eo d'ur gartenn bout resis hag aes da lenn war un dro.

An tresañ hag ar moullañ e oa diazezoù koshañ ar gartennouriezh ; bremañ avat ez eo skiant ar stlenn douaregorel[1]. Diwar-se e vez savet reizhiadoù stlenn douaroniel (RSD) a endalc’h ar stlennoù douaregorel evit o c’hemm er restroù prest da vezañ moullet, luc'hvannet pe ginniget enlinenn.

Meur a skiant hag a ziskiblezh a ya da fardañ ar stlennoù douaregorel : douaroniezh, steredoniezh, mentoniezh, matematik, urzhiataerezh, aerlunerezh hag all ; ha kartennoù zo rekis e meur a skiant ivez : douarouriezh, bevoniezh, skiantoù sokial (keraozouriezh, kevredadouriezh hag all) da skouer. Evit bastañ d’o ezhommoù ez eo ret implijout elfennadur ar stlennoù.

Nevez zo ez eo bet ouzhpennet ar gartennouriezh 2.0 hag ar gartennouriezh-kelaouiñ. Ijinet ez eus bet ur ger nevez evit kenskejadur ar gartennouriezh hag an urzhiataerezh : ar geomatik, gant geomatikourien o pleustriñ warnañ.

Arz roc'hel e Val Camonica
Kartenn Bedolina
Breizh-Veur ha Bizantion, XIVvet kantved, hervez Geōgraphikḕ Ptolemaios. Sifroù gresianek a verk 52–63°N – 6–33°E
Eilskrid (1472) eus kartenn Isidoro Sevilla

Eus an henc'hresianeg e teu ar ger kartenn, dre an emdroadur (el) khartês "skor ur skrid" → (la) charta "paperenn", "skrid" → (fr) charte & carte(br) kartenn ("carten" e 1633).

N’eo ket aes kavout kenasant diwar-benn koshañ kartenn ar bed, pan eo disklaer ar pezh a zo bet livet pe gizellet milvedoù zo.

  • E Çatal Höyük e seblant bezañ livet skeudenn ar geoded anatoliat en Henamzer war un voger savet e-kerzh ar 7vet milved kent Jezuz-Krist.
  • Asambles gant roc’helloù kizellet er Ragistor e weler e Menez Bego (Bro-C'hall) hag e Val Camonica (Italia) ez eus tresadennoù lunioù mentoniel eno, ha deveizet e vezont alies evel skeudennadurioù ar parkoù gounid, pevar mil bloaz zo, e deroù ar gounezerezh en Alpoù.
  • Ur voger livet a weler e Ti an Amiral e Knosos (Mare ar Minoidi) a zispak ur gêriadenn war vord ar mor (IXvet kantved KJK).
  • War-dro ar mare-se e voe skeudennet keoded Nippur, tost da Vabilon e Mezopotamia. Dre zaveiñ d’ar bed babiloniat ez eus bet kavet skeudennadurioù ar bed anavezet gant o zreserien. Kreizennet war geoded Babilon war ribl an Eufrates eo ar gartenn, a ziskouez ur seurt kantenn gant tresadennoù meur a gêr ; ur stêr a weler ivez tro-dro dezho : ur meurvor emichañs. Ur gartenn all a ziskwel Babilon e Norzh ar bed.

Kavet ez eus bet deouezadurioù-lec’h kizellet e-kerzh Oadvezh an houarn. Ar gartenn anavezetañ zo anvet kartenn Bedolina, bet kavet e Val Camonica, en Alpoù adarre.

En Henc'hres ha Henroma ez eus heklevioù war labourioù ar skiantour Anaksimandros (Ἀναξίμανδρος, ~610 – ~546 KJK), met brudetoc’h eo oberoù Klaudios Ptolemaios a skrivas an arnodskrid Geōgraphikḕ Hyphḗgēsis ("Stulevr da dresañ an Douar", IIvet kantved KJK), kartenn an οἰκουμένη oikouménē "[ar bed]]annezet" enni. Ar gartenn-mañ a chomas un daveenn a-bouez e-pad kantvedoù. A-drugarez d’an Arabed a zalc’has da dreiñ labourioù an douaroniourien c’hresianek e voent miret.

An Tabula Rogeriana, treset gant Muhammad al-Idrisi evit Ruggero II e 1154

E Sina gozh ez eus bet miret roudoù labourioù douaroniel er Vvet kantved KJK, met n’anavezer kartenn ebet a-raok ar IVvet kantved KJK, dindan paeroniezh an dierniezh Qin e Marevezh ar Stadoù Brezelour. Kantvedoù war-lerc’h ec'h embannas ar skiantour Su Song (1020-1101) un dornlevr horolajerezh, Xiangfayao Xinyi (新仪.象法要, 1092) e ditl, hag a endalc’he kartenn ar stered savet dre ur bannerezh kranennek, ar gartenn voullet koshañ (1094). Koulskoude e seblant bezañ bet kartennoù merdeiñ[2], sterenn an Norzh enno, e deroù an Amzervezh kumun.

En IXvet kantved e veze savet gant ar c’hloer gristen kartennoù ar bed[3] kreizennet war Jeruzalem, a ziskouez Afrika an Norzh, Azia hag Europa, hag aozet diwar ar Bibl. Kartennoù speredel evit prezegenniñ e oant, kartennoù evit beajiñ ne oant ket. N’eus kartenn ebet savet diwar un deouezadur a-raok an XIvet kantved, darn anezho harpet war an Tabula Peutingeriana a eilade sturlevrioù an Impalaeriezh roman diwezhat.

Er bloaz 1154 ec'h embannas an douaroniour arab Muhammad Al-Idrisi un atlas anvet Tabula Rogeriana (diwar anv Ruggero II, roue Sikilia) a enlakae anaoudegezhioù e-keñver Afrika, broioù ar Meurvor Indian hag ar Reter-Pellañ dastumet gant ar varc’hadourien arab ha kenstrollet gant oberoù ar gartennerien c’hresian-ha-roman. Evel-se-se e savas ar gartenn resisañ evit e amzer hag an tri c'hantved war-lerc'h.

E diwezh an XIIIvet kantved e voe ijinet kartennoù arbennik evit ar verdeerien, ar portulanoù, anvet diwar ar ger italianek portulano, "dornlevr merdeiñ". Ne ziskouezent nemet ar porzhioù, ar merkoù, linenn an aodoù, an enezennoù ha pep traezenn a c’hellfe bezañ emsavus evit ar merdeadurezh. Evit sevel kartennoù merdeiñ e voe staliet skolioù kartennouriezh e lod porzhioù : e Spagn da gentañ, ma voe savet ar portulan koshañ e 1344 e Mallorca, hag e Portugal (Lisbon) ha pelloc’h e Dieppe ha Konk-Leon. E skol Mallorca e voe savet an Atles català ("Atlas katalan", 1375) a zo bet kaset da levraoueg ar roue Karl V an Impalaeriezh Santel. Ur portulan kartenn ar bed warnañ eo.

War-dro 1 100 kartenn fardet er Grennamzer zo deuet betek ennomp, an darn vrasañ anezho enlakaet e dornskridoù enlivet, hag ur c’hantad en o unan.

Pa voe troet Geōgraphikḕ Ptolemaios e latin e diwezh ar Grennamzer, goude bezañ bet troet gant an Arabed, kartennoù ar bed anavezet d'e vare a vroudas goulennoù diwar-benn ar pezh a c’hellfe bezañ kavet dre ar meurvorioù.

En Amzer an Ergerzerezh pe Amzer an Dizoloadennoù (XVvet kantved-XVIIvet kantved), ar gartennourien europat o deus implijet parzhioù kavet er c’hartennoù diaraok ha savet kartennoù aozet diwar arselladurioù an ergezhourien ha dre an teknikoù nevez. Gwellaet a-galz e voe ar spisted dre an ostilhoù nevez-iijinet evel an nadoz-vor, an teleskop hag ar c’hwedant. Ar gartenn goshañ a zispak an Douar en e bezh a voe aozet e 1492 gant an Alaman Martin Behaim (1459-1507).

Johannes Werner (1468-1522) a ginnigas ar bannerezh Werner, hag e 1507 e fardas Martin Waldseemüller (1472-1520) koulz ar bellenn Douar gentañ hag ar gartenn-voger gentañ, Universalis Cosmographia (embannet e 1507), ar ger America warni.

Universalis Cosmographia, 1507

E 1513, ur c'hartennour otoman, Piri Reis (~1480-1554), a dresas douaroù eus Amerika ivez. Ar Portugalad Diego Ribero († 1533) a dresas linenn ar c’heheder war ur blanisferenn. An Italian Battista Agnese (c. 1500-1564) zo bet oberour 71 atlas dornskrivet, kartennoù-merdeiñ ennañ.

Ne oa ket boas (nag aes, a-wezhioù) skrivañ war gostez ar c’hartennoù da be zen e oa bet amprestet darn eus ar mammennoù. Da skouer, p’en doa ar Saoz Herman Moll (1654-1732) embannet e 1715 The Beaver Map ("Kartenn an Avank"), koshañ kartenn Amerika a-hervez, e voe kavet da c’houde ne oa nemet eiladur ar gartenn savet e 1698 gant ar Gall Nicolas de Fer (1647-1720), met hemañ en doa kavet kalz elfennoù e labourioù ar Belgiad Louis Hennepin (1626-1704) hag ar Gall François du Creux (1596-1666).

Estreget ar c’hartennoù-merdeiñ paeet gant ar varc’hadourien e veze aozet ha kellidet kartennoù gant ar galloudoù politikel evit difenn tiriadoù pe o zagañ. Kalz kartennoù a veze lakaet da draezennoù kuzh, hag ar gartennourien a c’helle kaout goproù uhel dre en em werzhañ d’ur Stad amezek.

Holl Stadoù Europa a glaskas staliañ skolioù kartennouriezh ha kas kartennourien guzh da bep lec’h. Roma, Firenze ha Venezia zo bet al lec’hioù ma veze bodet un niver bras a gartennourien.

E Sina, ergerzhadennoù ar merdeer Zheng He (1371-1433) er Meurvor Indian betek aodoù Afrika a vouetas ar c’hartennoù savet er XVIvet kantved gant kaelioù ha deouezadurioù an traezennoù, met ne voe ket kendalc’het gant an traoù nevez-se.

XVIIvet-XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bannerezh kernennek kevatal Lambert
Bannerezh azimutel kevatal Lambert

Ma 'z eo bet bannerezh ar Flandrezad Gerard De Kremer (Gerardus Mercator, 1512-1594) un araokadenn dispar evit ar verdeerien, ezhomm a oa eus bannerezhioù all evit kartenniñ an douaroù. An Alaman Matthäus Seutter (167-1757) a voe an hini kentañ e 1740 oc’h ober gant ur bannerezh gant diarsell a-serzh hag, e 1743, Joseph-Nicolas Delisles (1688-1768) a ginnigas ar bannerezh kernennek keit-ha-keit.

Ar matematikour suis Johann Heinrich Lambert (1728-1777) a bledas gant kudenn ar bannerezh (penaos plaenaat un dra bellennek evit e dresañ war ur follenn baper ?). Kavout a reas 7 doare da ober bannerezhioù, met daou anezho a chom implijet-kenañ : ar bannerezh kernennek kevatal hag ar bannerezh azimutel kevatal.

Ken pouezhus eo al liamm krouet etre ar gartennouriezh hag ar c'hlennadurezh (skiant ar muzuliañ un dachenn kent he zresañ) pe skiant kozh ar gwalennata, a veze implijet evit muzuliañ gorread an Douar hag e ziskouez war baper. Ar benveg kentañ a oa ar c’hard kelc’h arwellaet. Ur bazenn belloc'h e voe muzuliañ uhelderioù al lec’hioù da vezañ kartennet. Kaout muzulioù resis an hedoù evit sevel an deouezad kenstag a zeuas gant teknikoù an tric’hornegadur.

Ur skiant all a zeuas da reiñ harp d’ar gartennourien : ar steredoniezh, a bled gant muzulioù an egor, ken war an Douar hag en oabl. Pa voe termenet hedredenn Pariz e 1663 ha diazezet Arsellva Pariz e 1667 e voe raktreset sevel kartenn Bro-C’hall diwar urzh Loeiz XIV ; ar gartennourien a zlee jediñ tres resis un darn eus an hedredenn bennañ, koulz e Norzh hag e Su Pariz. Kroget al labourioù tric’hornegañ e 1700, ne voe ket echu sevel tres an hedredenn a-raok 1718. Da c’houde e voe jedet tresoù seizh linenn a-serzh ha re an harzoù hag an aodoù. Jedet e voe 814 tric’horn evit goleiñ tiriad ar rouantelezh a-bezh ha lec’hiadurioù ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù, koulz ha re an elfennoù douaroniel (dourredennoù, menezioù hag all). War an dachenn e voe dastumet ar muzulioù gant daou ijinour-douaroniour. E 1744 e voe kinniget ur gartenn a ziskoueze an tric’hornioù.

Kinniget e voe kartenn hollek Bro-C’hall[4] d’ar roue Loeiz XV e 1747, met pa ne veze roet arc’hant publik ebet evit he c’henderc’hel e tivizas ar c'hartennour gall César-François Cassini (1714-1784) sevel ur embregerezh prevez gant aotre ar roue. Daou vil tric’horn a voe treset (ar 814 kent enno) evit produiñ kartennoù lec’hel 1 linenn evit 1 tezad Pariz o skeul (1/86 400, pa ya 864 tezad Pariz en ul linenn ; 1 tezad Pariz = 1,959576 m). Etre 1747 ha 1793 e voe embannet ha lakaet e gwerzh.

Rakjedet e oa bet embann 180 follenn kartenn, met 165 a oa bet moullet pa voe divizet ma vijent deoget gant ar Republik ha kaset eus boniad an Arsellva d’an Dépôt de la Guerre (dastumlec’h an dafar milourel), pa ne zlee mui enebourien ar vro anavezout tres spis an tiriad[5].

Pa voe krouet Akademiezh roueel ar Skiantoù Pariz (Académie royale des Sciences de Paris) e 1666 e voe sachet evezh an izili war kraf al lun m’he deus an Douar (la figure de la Terre), rak ur bellenn beurvat e oa hervez diskibled René Descartes hag unan pladet e takad ar pennoù-ahel hervez diskibled Isaac Newton). Evit diskoulmañ ar gudenn e voe divizet kas ur skipailh skiantourien renet gant ar steredoniour breizhat Pierre Louis Moreau de Maupertuis (1698-1759) da Norzh Finland evit keñveriañ hed un derez gwarenn war an hedred gant an hini a oa bet jedet nepell diouzh Pariz. Pa oa an hini kentañ an hini hirañ e voe kadarnaet teorienn Newton.

Divizet e voe gant Akademiezh ar Skiantoù kas ur skipailh all evit muzuliañ 1° gwarenn war un hedredenn a droc’h ar c’heheder e Suamerika, en Ecuador. Ar steredoniour gall Charles Marie de la Condamine (1701-1774), ar matematikour breizhat Pierre Bouguer (1698-1758) hag al louzawour gall Joseph de Jussieu (1704-1779) a voe an tri skiantour pennañ.

Pep Stad er bed a glaskas sevel kartennoù ar spisañ ma c’helled rak diorroadur an armerzh hag an deskadurezh a zouge an holl da c'houzout penaos e oa aozet ar bed ha penaos e c'helled beajiñ, ober kenwerzh hag eskemm divizoù. Dre ar wask hag al levrioù skeudennet e veze degaset deskrivadurioù ar broioù pell, ha gwell a-se ma veze degaset kartennoù ouzhpenn.

E 1818 e krogas an Dépôt de la Guerre da sevel kartennoù sturvod 1/80 000 o skeul, met ar savleoù a veze graet evit ar skeul 1/20 000. Pep kartenn a veze goloet gant kartoñs tev evit bezañ implijet gant an ofiserien dindan an amzer. E 1887 e voe dispartiet ar Service géographique des armées (SGA) diouzh ar Service historique des armées hag an SGA a yeas da vezañ an Institut géographique national (IGN) e 1940.

Ur gartenn sturvod c'hall, 1885, gant an uhelderioù

Etre 1799 ha 1804 e veajas an douaroniour alaman Alexander von Humbolt (1769-1859) e Spagn Nevez (Mec'hiko hiziv) evit dastum ditouroù skiantel. Sevel a reas kartenn vras ar vro-se diwar labourioù lec’hel kempennet o hedredennoù hag o ledredennoù.

E Stadoù-Unanet Amerika, daou amsez kevredel a bledas gant ar c’hartennouriezh : an US Coast Geodetic Survey hag an US Geological Survey.

E 1884 e voe bodet e Washington, D.C. Kuzuliadeg etrebroadel an Hedredennoù, a zivizas lakaat hedredenn Greenwich d'an hedredenn orin evit an holl gartennoù-merdeiñ hag an holl gartennoù a-vremañ erziwezh[6].

Luc’hskeudenniñ an douaroù diwar ur c’harbed-nij a c’hell dibradañ diouto a c'helljod, da gentañ gant aerlistri, da c’houde gant nijerezioù. Implijet e voe ar mekanikoù-se er Brezel-bed kentañ evit ober nijadennoù reizhet gant nijerezioù arbennik.

Gant an urzhiataerezh e voe eilpennet teknikoù ar gartennouriezh, koulz ar savleoù hag ar sevel kartennoù e-unan. Pep luc’hskeudenn tennet diwar nij a c’hell bezañ reizhet en doare da vezañ e-giz ma vije plaen (reizhluc’hskeudenn), ha goude 1978 (loarelloù Transit ha Spot) e voe gallus implijout al lunerezh dre loarell, un diarunusted dindan 5 metrad ganti. "Aerlunerezh" a reer eus ar sevel skeudennoù niverel diwar an uhel.

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gartenn dr boellgomzer

Pan eo bet gallus amestezañ lestrazoù loarelloù e voe ijinet gant al lu stadunanat ma vije eskemmet arhentoù lec’hiañ hollbad ken e oa anavezet lec’hiadur forzh pe resever/kaser forzh pelec'h. Evel-se e vez goloet ar bed a-bezh gant 6 reizhiad douarlec’hiadur dre loarell (DLL)[7]. Goude ar Stadoù-Unanet (Global Positioning System / GPS, 1996-2000), Rusia (GLONASS[8], 1996-2010), Sina (BeiDou Navigation Satellite System, 2003), Unaniezh Europa (Galileo, 2011), Japan (Quasi-Zenith Satellite System / QZSS, 2021) hag India (Indian Regional Navigation Satellite System / IRNSS, 2023), meur a reizhiad a c’hell bezañ resevet war ur benveg boutin-tre evel ur poellgomzer.

P’eo bet lakaet asambles ar gartennouriezh dre loarell hag ar reizhiad douarlec’hiadur dre loarell e c’hellas embregerezhioù urzhiataerezh bras embann reizhiadoù kartennouriezh enlinenn evit ar bed a-bezh (evit al Loar ivez). Google, Yandex, Here, Tom Tom, Apple, BeiDou : ken implijet int deuet da vezañ ma ne ra mui lod tud gant ar c’hartennoù paper. Dispaket e vez war skrammoù ar c’harbedoù ur sell war gartennnig al lec’hioù m’o deus c’hoant da vezañ.

Google Maps a voe disklêriet e 2003 hag a reas berzh pa ginnige tammoù kartenniñ evit ar beajiñ hag an dezougen a c'heller implijout war pep urzhiataer pe boellgomzer, koulz ha tammoù aerlunioù, met ur reizhiad henchañ hag un etrefas evit atersiñ ha kavout lec'hioù, straedanvioù, stalioù a bep seurt, hag all, eo ivez. Deuet eo kenderc'hadoù ar gartennouriezh da vezañ un dra voutin-tre.

E 2004 e voe lañset an embregenn OpenStreetMap, dezhi ar pal kartenniñ an holl vroioù, a-stroll hag a-youl-vat, diwar an arselloù war al lec'h pe diwar mammennoù stlennoù douaregorel frank. Embregerezhoù digor pe brevez all a ya d'ober ar pezh a vez anvet ar gartennouriezh 2.0.

Kartennouriezh ha galloud politikel-ha-milourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelekaat eo talvoudegezh pennañ an douaroniezh, hervez an douaroniour Yves Lacoste[9]. Efedus-tre eo bet ar c’hartennoù e-touez an ostilhoù savet diwar ar skiant-se. Savet int bet gant skiantourien a laboure evit ar galloudoù, hag en XIXvet kantved e voe roet d’al luioù unpiaou ar sevel kartennoù bras o skeul.

Er Rouantelezh Unanet, servij an dafarioù milourel (Board of Ordnance) a gavas e vije aesoc’h difenn Bro-Skos goude emsavadeg ar Jakobidi (Jacobites) (16881746) dre sevel kartenn an Uheldirioù. E 1790, ur servij sevel kartennoù a voe diazezet, an Ordnance Survey e anv. Eilañ a reas teknikoù gall an tric’hornegadur evit embann follennoù kartenn vras ar rouantelezh. E Spagn ivez e voe ar c’hartennoù bras o skeul savet gant al lu, a-raok bezañ fiziet en Instituto Geografico Nacional.

Met dispartiet eo bet ar servijoù stlenn douaroniel, an darn vuiañ da vezañ un ensavadur trevourel ; chom a ra servijoù milourel (e Bro-C’hall, ar Service géographique de l’État-major hiziv), ur egorlestraz loarelloù dezho.

Pep morlu a savas ur servij sevel kartennoù-merdeiñ, ken n’hell ket e vagoù bezañ en arvar nag en dourioù broadel nag en dourioù estren. E Bro-C’hall e voe diazezet an Dépôt des cartes et plans de la Marine e 1720 ha deuet eo da vezañ ar Service hydrographique et océanographique de la Marine (SHOM), pemp ensavadur ennañ, hini Brest en o zouez.

Kemmoù teknikel an tresañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c’hantvedoù kent ar XIVvet kantved, teknikoù ar sevel kartennoù a denne da vinvioù ar skrivañ : pluennoù, broustoù, barroù-livañ, perzhioù ar parchoù… Nebeut-tre a skouerennoù a veze fardet, hepken evit ar vegenn bolitikel pe gefredel.

Dre implijout binvioù evit muzuliañ an hedoù, ar c'hornioù ha saviadoù ar c’horfoù-egor e voe kaset ar sevel kartennoù trema ar matematikoù ha rannoù ar skiant-se evel ar ventoniezh hag an tric’hornegadur ; da skouer kartenn Bro-C'hall (Gallia), embannet e 1525 gant ar matematikour gall Oronce Fine (1494-1555).

Kartenn Oronce Fine (1525)

Pelloc’h e teuas araokadennoù ar mekanikoù : ar waskerell er XIVvet kantved ; ar c'hard-kelc’h e kreiz ar XVvet kantved ; an nonius ijinet gant ar Portugalad Pedro Nunes (1502-1578) evit jediñ lec’hiadurioù resis. En XVIIIvet kantved e voe ijinet ar padventer evit jediñ an amzer merdeiñ ha dezastum lec’hiadur ar vag dre genveriañ gant hini ar stered. War an douar e voe ijinet benvegoù hezoug a bep seurt evit muzuliañ an hedoù hag ar c'hornioù.

Kemmoù bras a zeuas e-keñver ar skor ma vez lakaet al labour warnañ pa zeuas amzer ar wask, a c’helle degemer koadengravadurioù, krafengravadurioù (engravadurioù war vetal) hag arouezennoù. Pa greske barregezhioù ar grafengraverien e teuas ar c’hartennoù da vezañ aesoc’h da lenn ha kemplesoc’h. Pelloc’h, en XIXvet kantved, ijinadenn ar maendreserezh a zegasas un doare da fardañ kartennoù marc’had-mat da vezañ dasparzhet a-viliadoù gant ar moullerezhioù herrek. Araokadennoù graet e-barzh al luc’hgimiezh a zegasas moulladennoù spisoc’h ha stabiloc’h.

Un emdroadur war daou lamm eo degouezh an tresañ leviet gant an urzhiataerezh, en deus degaset an treselloù emgefreek evit sevel kartennoù bras. Ur bazenn ouzhpenn, ha pep moullerez hiniennel a c’hall moullañ kartennoù. Erziwezh ez eo deuet da vezañ boutin studiañ kartennoù war ur skramm.

Teir familh teknologiezhioù zo deuet da vezañ pileroù ar gartennouriezh : computer-aided design (CAD ; "tres ameilet dre urzhiataerezh" - TAU), ar reizhiadoù stlenn douaroniel hag ar meizantoù skeudenniñ arbennik. Boniet e vez ar stlennoù douaregorel en urzhiataerioù ken e vez adtapet diwar c'houlenn. Pep stlenn a c'hell bezañ implijet evit sevel war ar prim kartennoù oberiant hag etreoberiat. Ken heloc'h ha ken efedus eo an dafar teknikel evit ar savleoù war an dachenn (urzhiatarerioù kaletaet, roudennerioù, ardivinkoù laser) ma 'z eo aet ar sevel kartennoù da vezañ un ober prim.

Perzhioù hollek ar gartennouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hollek ha dodennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou rummad kartennoù zo : ar re hollek hag ar re zodennek. Ar re gentañ a endalc’h kalz elfennoù gant ditouroù a-zivout al lec’hiadur ha daveennoù all. Produet e vezont a-yoc’h evit an dud. En o zouez emañ ar c’hartennoù bras o skeulioù evel tresoù kêrioù ha kartennoù evit ar c’henkadennoù (troiadoù-bale). Mar diskouezont ditouroù a-zivout un nebeud dodennoù e c’hall ar c’hartennoù lakaat war wel ditouroù perzhek evel ar pezh a vez gounezet en un takad pe harzoù politikel ur bastell-vro pe ur vro a-bezh. Bez' ez eus kartennoù hollek ha dodennek war un dro : ar c’hartennoù-reteriñ da slouer, pa 'z eo hollek deouezadur ar strujerezh ha dodennek meur a elfenn enno.

Glennadurel ha loadoniel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre zeouezañ spisoc’h al lec’hioù gant o ferzhioù torosennadurel ez eo deuet da vezañ glennadurel (topografek) meur a gartenn savet adalek an XIXvet kantved. Mar ne zegas nemet un nebeud eus perzhioù an takad e lavarer ez eo loadoniel (topologek) ar gartenn, ken e vez graet un tres (tres ur gêr, da skouer) eus ar gartenn eeunaet-se. Savet e vez tresoù an dezougerezhioù (trenioù, kirri-boutin…) hep mirout ur skeul unvan ha gant linennoù eeunaet. Azasaet eo an tres diwar ar mennad degas ditouroù bevennet mat d’an dud o deus ezhomm kompren buan penaos e c'heller mont ag ul lec'h d'egile. Ar c'hartennoù-hentoù zo ur skouer vat eus ar c'hartennoù loadoniel.

Dodennek ha loadoniel eo kartenn metro London

Dibab an ditouroù diwar ar mennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat an dud da intent ar mennad pennañ eo pal ar c’hartennour ken eo bet savet ar c’hartennoù gant ur mennad pe un nebeud mennadoù atav. Ar mennad a rank bezañ intentet dindan verramzer ha hep koll evezh. Dre splannded an ditouroù ha sklaerded an tresañ e c’heller tizhout ar palioù ha seveniñ ul labour talvoudus.

Kartennoù kempenn ha brav a laka an dud da grediñ start ez eo diles an traoù dispaket. Da gentañ holl ez eo ret dibab un titl a-feson a grou ul liamm etre an arouezennoù hag ar meiz ken e ro lañs d’an dielfenniñ[10].

Gant ar gartennouriezh a-vremañ e c'heller kavout ur gartenn diwar-benn dodennoù diniver, evel diabarzh ar c’horfoù koulz hag ar c’hiberegor.

Anvadur dre gendiviz emplegat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An darn vuiañ eus ar c’hartennoù a zispak elfennoù lizherennet : lec’hanvioù, anvioù boutin, alc’hwezioù ha notennoù ne c’hell ket al lennerien tremen hepto. Fardet e vezont evit bezañ komprenet gant implijerien ur yezh pe meur a hini. Gwashoc’h e vez an diaesterioù pa vez lizherennegoù ha ne vezont ket anavezet gant an holl. A-wezhioù ne vez ket kempoell an anvadur pa vez mesket doareoù hengounel ur yezh gant stummoù lec’hel. Da skouer, kinniget e vez d’ar c’hallegerien kartennoù Rusia gant treuzskrivadurioù diwar al lizherenneg kirillek, met an doare hengounel a chom merket evit lod kêrioù bras (Москва Moskva → "Moskva", "Moscou"). An treuzskrivadur diwar ar skritur arabek a degas diforc’hioù evit lec'hanvioù treuzyezhet (المخا Al-Mukha → "Moka", "Mocha", "Mokha", "Mokka", e Yemen). Pa vez un adreizhadur en doare da dreuzskrivañ e weler an anvioù o kemmañ, evel Beijing (北京, Běijīng), kêr-benn Sina, a zo bet Pekin evit ar c’hallegerien (reizhiad an École française d'Extrême-Orient / EFEO) ha Peking evit ar saoznegerien (reizhiad Wade-Giles).

Kartennoù liesyezhek a vez savet pa vez meur a yezh ofisiel en ur vro : e Suis e weler kartennoù gant peder yezh (alamaneg, galleg, italianeg ha romañcheg).

Peogwir ez eo pep kartenn un deouezad bihanaet a-galz eus un dachenn ez eus ur c’heñver a-fed ment ar gartenn ha ment an tiriad ma tenn dezhañ. Ur skeul a vez jedet evit an derc'hennad, a vez diskouezet dindan stumm ar rann diwar unan dre ar gevatalenn :

Da skouer, mard eo 6 cm (0,06 metr) an hed etre Loudieg ha Pondivi war ar gartenn (ment manat) evit diskouez 15 km (15 000 metr, ment gwerc'hel), ar skeul zo (da lavaret eo 1/250 000, 1 cm evit 2,5 km).

Dibab skeul ar gartenn eo ar pep pouezusañ rak ret eo azasaat gorread an takad a glasker kartenniñ, spisted an traezennoù dispaket ha ment ar gartenn. Pa vez bras ar skeul (ur rann eo) e vez bihan ar ranner ha pa vez bihan e c'hell tizhout 80 000 ha muioc'h.

Ar c'hartennoù-kenkañ a vez embannet ingal gant an Institut géographique national a zo 1/25 000 o skeul. Kavet e vez kartennoù Breizh war paper a zo 1/250 000 o skeul.

Ar c'hartennoù enlinenn o deus perzhioù dibar e-keñver ar re war baper : kartennoù link int, pa c'heller kemmañ ar bastell-vro a vez diskouezet, hag un ugentad skeulioù d'an nebeutañ a c'heller lakaat da zibunañ evit bihanaat ar pezh a weler war ar skramm (evit gwelet un dachenn vrasoc'h) pe e vihanaat (evit gwelet un dachenn vihanoc'h, muioc'h a vunudoù enni).

Arouezskrivadur kartennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kempennet e tle bezañ ar gartenn evit ma c'hellfe un den diboullañ kement ditour a zo dedennus evitañ, dre ur stellad arouezioù a gas war-eeun d’ar c'healioù. Ezhomm zo eus un alc'hwez a zispak keit-ha-keit an arouezioù hag o displegadennoù. Titl ar gartenn eo an alc'hwez pennañ, distag pe get, ma vez meneget pe zachenn a zo aroueziet ha deouezet.

War gostez ar gartenn peurliesañ e kaver roll an arouezioù gant o displegadennoù ; diret eo un nebeud anezho : ar reteradur (dre ur bir pe rod an avelioù), skeul an hedoù, bannerezh ar gartenn. Ditouroù all zo ivez : mammennoù, gwirioù miret, embanner ha notennoù teknikel.

A-bouez-bras eo dibab ha kempenn al livioù pa vez un niver divent anezho : 16 777 216 (224) dre urzhiataerezh. Ret eo heuliañ reolennoù war gempenn al livioù evit ma ne vo ket takadoùigoù harz-ouzh-harzh a-liv an eil gant egile. Harpet e vez al labour gant an urzhiataerioù, a c’hell jediñ ar pezh a vez gwelloc’h evit al lennerien.

Sevel ur gartenn zo kemer divizoù resis a-zivout ar pezh a vo diskouezet, ha plegañ dirak ar fed ma ne c’heller ket silañ pep traezenn aroueziet betek ma vije re leun ar gartenn ha diaes da lenn, pe zistummet gant arouezioù kuzhet dindan reoù all. Seul vihanoc’h ar skeul, seul nebeutoc’h a draezennoù dispaket. "Hollekadur kartennel" a vez graet eus ar c’hempenn a zle bezañ graet pe gant an dorn pe gant jedadennoù an urzhiataer evit digreskiñ an arouezioù d’o azasaat da vent ur gartenn bihanoc’h e skeul pe evit ar c’hontrol.

Meur a hentenn a c’hell bezañ dibabet : eeunaat, dilemel, kendeuziñ, skañvaat, kreñvaat, kenstrollañ, ha krouiñ arouezioù arbennik.

Bannerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hentennoù evit diskouez tachennoù kromm war ur skor plat eo ar bannerezhioù ; seul vrasoc'h an dachenn a venner kartenniñ, seul grommoc'h eo. Ret eo neuze ober un treuzvarc’had etre pellennegezh ar Voul Douar ha plaended ar gartenn, ha kalz bannerezhioù zo bet ijinet adalek an Azginivelezh. Ne ra ket dave d’ur bannerezh mentoniel, d’un treuzfurmadur plaen e ra e gwirionez. Ar gartennourien a rank dibab ar bannerezh hervez ledander ar gartenn hag ar mennad pennañ. Hiziv e vez implijet kalz ar bannerezh Winkel-Tripel evit sevel kartennoù, met meur a vannerezh a vez implijet evit ar skeulioù uhelañ. E Bro-C’hall ez eo bet dibabet ar bannerezh Lambert93 evit ar c’hartennoù a zo aotreet gant ar Stad.

Fazioù hag ouzhpennadennoù er c’hartennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget ar fazioù a zeu eus savleoù direizh pe ziglok e kaver fazioù dre youl, anvet Easter eggs "vioù Pask" e saozneg, e tresoù ar c'hêrioù peurliesañ : ur straed pe ur gêriadenn ha n’eus ket anezhi, da skouer, ken e c'hall servijout da brouiñ ez eo bet eilet ar gartenn a-enep al lezenn. Oberennoù kefredel eo ar c’hartennoù hervez Emglev Bern (1886). Ritennoù a vez silet er c’hartennoù evit klask mirout outo a vezañ eilet, evel ma vez graet er bilhedoù-bank.

Pa c’hell ar c’hartennoù bezañ un afer Stad pe vilourel ez eus bet fazioù lakaet a-ratozh ha tresoù dilec’hiet evit abegoù politikel.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) GIS science, Geographic Information System a ren.
  2. Kartennoù-mor (kartenn-vor en unander) a lavarer ivez. Carten-vor ha Cartennou-vor, e geriadur Gregor Rostren, 1732.
  3. Emañ an dro-lavar-se e geriadur Gregor Rostren, carten ar bed, 1732.
  4. Carte qui comprend tous les lieux de la France qui ont été déterminés par les opérations géométriques.
  5. Patrice Bret, Le Dépôt général de la guerre et la formation scientifique des ingénieurs-géographes militaires en France (1789-1830), en 'Annals of Science niv. 48(2) pp. 113-157, London, 1991. Kavet : 10 Gouhere 2023.
  6. 102,5 metr er reter da Arsellva Greenwich emañ an hedredenn 0 implijet evel daveenn evit sevel ar c’hartennoù-mor.
  7. Global Positioning System (GPS)
  8. Ruseg : ГЛОНАСС, глобальная навигационная спутниковая система, globalnaïa navigatsionnaïa spoutnikovaïa sistéma, "reizhiad hollel merdeiñ dre loarell".
  9. (fr) Yves Lacoste, La géographie, ça sert d’abord à faire la guerre, Maspéro, 1976 ha La Découverte, 2014 (ISBN 978-2-7071-7836-7)
  10. (en) Monmonier, Mark. Mapping It Out. Chicago : University of Chicago Press, 1993, p. 93 (ISBN 978-0-226-53417-6)