[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kartenn c'hrafikel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kartenn kevregañ)

Ar gartenn c'hrafikel, pe kartenn video, a zo he roll kentañ e-barzh an urzhiataer treiñ roadennoù binarel da skeudennoù diskwelet gant ar skramm. Peurgas a ra ivez jedadennoù, e keñver skeudennoù pe get.

Lodoù ur gartenn c’hrafikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur mikroprosesor grafikel (anvet GPU e saozneg - Graphical Processing Unit) hag a zo kalon ar gartenn. Peurgas a ra kement jedadennoù a zo d’ober evit mont a-benn da broduiñ skeudennoù. Warnañ e vez peurliesañ ur gwenter pe un distaner evit e yenaat.
  • Ar vemor video. Derc’hel a ra ar skeudennoù produet gant programmoù ha kaset d’ar skramm, hag ivez roadennoù all implijet gant programmoù.
  • An etrefas, peurliesañ e stumm PCI Express, etre ar gartenn c’hrafikel hag ar gartenn vamm.
  • Al lugelloù a liamm ar gartenn ouzh ar skramm pe ar skrammoù. Peurliesañ e kaver lugelloù DisplayPort, HDMI, DVI pe VGA.