Fañch Kaorel
Fañch Kaorel a oa ur beleg ha skrivagner breizhat bet ganet e 1874 e Plounevez-Kintin ha marvet e 1954 en Antony. Skrivet en deus meur a sonenn bet dastumet gantañ koulz hag ur pezh-c'hoari bennak[1].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoliet e voe e Plougernevel. Goude bout bet lean en urzh ar Varisted adal 1891 e voe skolaer e skol gatolik Sant-Nikolaz-ar-Pelem betek 1913. Eno e reas skol e brezhoneg d'ar vugale. E 1919 e voe anvet da rener skol e Plangoed hag e Sant-Tegoneg adalek 1921. Mont a reas e retred adalek 1937 hag ez eas da chom da Antony diwar neuze.
Bet e voe degemeret evel barzh e Gorsedd Breizh e 1903.
Edo e penn Feiz ha Breiz ar vugale ha perzh a gemeras e Breuriez ar Brezoneg. Da gentañ e tastume sonennoù eus e vro, Kernev-Uhel, kent skrivañ hag embann ur pezh-c'hoari, Paner vurzudus ar mevel, e 1905.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a ganaouenn dastumet hag embannet e Dihunamb ha Kroaz ar Vretoned ;
- Paner vurzudus ar mevel, Sant-Brieg, 1905 ;
- C'hoant an drouiz, diembann[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sellout ouzh kentañ levrenn Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, gant Frañsez Favereau, pajennoù 357-361
- ↑ Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, L. Raoul, 1992, p. 62