[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Emgann Brest (1944)

Eus Wikipedia
Emgann Brest
emgann
Rann eusoberiadur Overlord Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hBreizh Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°23′24″N 4°29′11″W Kemmañ
Deiziad19 Gwe 1944 Kemmañ
Deiziad kregiñ7 Eos 1944 Kemmañ
Deiziad echuiñ19 Gwe 1944 Kemmañ
PerzhiadTrede Reich, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Troy H. Middleton, Hermann-Bernhard Ramcke Kemmañ
Map

Emgann Brest zo un emgann hag a oa c'hoarvezet e-kerzh an Oberiadur brezel Cobra, an toullañ gant ar Gevredidi en Normandi hag a oa kroget d'ar 27 a viz Gouhere 1944, e-kerzh Emgann Normandi. Padet e oa an emgann betek an 19 a viz Gwengolo 1944.

Steuñv aloubiñ Europa gant ar Gevredidi a oa, evit ul lodenn, diazezet war krabanata buan porzhioù didorr evit kas pourvezioù d'ar soudarded niverus a gemere perzh en oberiadur. En holl e oa e-tro 37 divizion gevredet war kevandir Europa e miz Gengolo 1944. Soñjet e oa e oa ezhomm 26 000 tonenn pourvez bemdez. Ar porzh a oa bet lakaet da bal pennañ e oa hini Brest e Breizh.

Ur wech aloubet Brest goude un emgann taer, pennoù bras ar Gevredidi o devoa roet an urzh da gelc'hiañ ar porzhioù gall all dalc'het gant an Alamanted. Ar porzhioù a oa tu da dapout buan ha buan a oa aotreet met ar re difennet mat gant soudarded mennet a ranke bezañ troc'het diouzh ar peurrest eus ar vro. N'eus nemet An Havr-Nevez, hag a oa bet aloubet gant an Eil lu saoz e fin miz Eost 1944 hag a oa bet aotreet, ar pezh a oa bet graet gant ur 80% eus kêr distrujet. Lod peus porzhioù Breizh a oa chomet dalc'het gant an Alamanted betek an 9 a viz Mae 1945, an devezh war-lerc'h kodianañ Alamagn an Trede Reich.

Lod alamanted a oa strizhkredourien reut en naziegezh. Amañ e fin Emgann Brest e oa bet kavet gwelloc'h gant ar soudarded-se emfoeltrañ gant o blockhaus evit kodianañ d'ar Gevredidi.

Disheñvel mat e oa bet endroadur an Oberiadur brezel Overlord diouzh ar pezh a oa bet rakwelet. Pelloc'h ha kaletoc'h e oa bet stourmet en Normandi, toullañ Avranches hag ar fiñvadenn bliv gant an trede arme stadunanat renet gant Patton a oa bet o tieubiñ Pariz abretoc'h evit rakwelet. Siwazh eviti, e miz Gwengolo 1944, e oa re verr ar pourvezioù evit kenderc'hel gant al lañs. Ar porzh nemetañ a oa bet adsavet hag implijet e oa hini Cherbourg. Ne oa tu da ziskargañ nemet 2 000 tonenn bemdez e kreiz miz Gouhere 1944, ret e oa bet gortoz miz Eost evit tizhout 12 000 tonenn.

E porzh Rosko e errue ul lodenn eus ar pourvezioù evit Emgann Brest. Amañ e tiskarger bolodoù e miz Gwengolo 1944.