[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Di Penates

Eus Wikipedia

Di Penates, anvetPenates ivez, a oa doueed e relijion Henroma, anezho doueed an tiegezh, kehelet er gêr. Pa veze koulz ar predoù e veze taolet un tamm en oaled evit an di Penates.

Penates Roma (Penates Publici Populi Romani) o devoa un templ war ar Velia e-kichen ar Menez Palatin. Dionysios Halikarnassos a skrivas e oa delwennoù da zaou zen yaouank[1].

  1. (el) (fr) Dionysios Halicarnassos, Ῥωμαϊκὴ Ἀρχαιολογία Rhōmaïkḕ Arkhaiología, 1.68.