[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwalc'hmai mab Gwyar

Eus Wikipedia

Gaovan[1] (Gwalchmai ap Gwyar e kembraeg, Gawain e saozneg, Gauvain e galleg, Walcmoei e krennvrezhoneg) zo un haroz eus Danvez Breizh, niz d'ar Roue Arzhur hag unan eus marc'heien an Daol Grenn. E meur a istor arzhurian e c'haller e gavout, skrivet e kembraeg, latin, saozneg, galleg ha yezhoù arall.

Brudet eo bet gant ar varzhoneg krennsaoznek Gaovan hag an Den Gwer (saoz. Sir Gawain and the Green Knight). E gavout a reer e skridoù all c'hoazh:

E lennegezh marc'hegiezh eo Gwalc'hmai unan a vignoned tostañ Arzhur. Eñ eo mab c'hoar Arzhur, Margawse, ha Lot ag inizi Orc'h ha Lothian. E vreudeur yaouank eo Agravain, Gaheris, Gareth, ha Medrod. Kalz a vibien zo gantañ ha meur a wreg. E-touez ar re-se emañ Gingalain ar "Gwen Dianav", hag a zeuas da vout ur gour bras ag istorioù Arzhur.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]