[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Geunioù Brezhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Geunioù Breizh)
Ar Geunioù Brezhon e Koed-Keneg.

Ar Geunioù Brezhon, pe Geunioù Breizh[1], zo un dachenn c'hleb ec'hon (ur c'heun) e Bro-Raez, war ar Marzioù etre Breizh ha Poatev, etre departamant Liger-Atlantel ha hini ar Vande e Bro-C'hall. Dindan 45 000 ha bennak emañ.

Gwarezet eo gant chaoserioù ha tevennoù plantet gant gwez-pin rak an douar a c'hall bezañ dindan live ar mor, evel e-kichen Bonn ma veze barroù reverzhi gwechall alies. Holen zo bet produet eno abaoe ar Grennamzer. Istrerezh, labour-douar ha touristerezh zo ivez bremañ.

Anavezet eo al lec'h evit e natur hag e douristerezh ekoatebek. Emañ ar Geunioù Brezhon e-barzh ul lec'hienn ledanoc'h gant koadeg domani ar Pays-de-Monts, Bae Bourc'hnevez hag Enez Nervouster, hag a zo bet rummet er Rouedad Natura 2000.

Kerc'heized, herlegoned, skouled-korz ha houidi a gaver eno, ha c'hwiboned zoken tro-dro Machikoul hag Onnod-Raez. Plant halgar zo ivez : ar salikorn, an troad-gwazi-palud, ar sezv-du.

Sevenadur hengounel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonet e vez ar veuze, binioù hengounel Su Breizh ha Poatev. Ar Maraîchine eo dañs ar c'horn-bro.

Lec'hienn diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Geunioù Breizh" hag "Ar Geunioù Brezhon" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)