Bloavezh bizeost
Ur bloavezh bizeost a zo ur bloavezh gant 366 devezh e-lec'h 365. An devezh ouzhpenn-se eo an 29 a viz C'hwevrer. Ne vez eus an devezh-se nemet bep pevar bloaz dre vras. Ar bloaz 2012 hag ar bloaz 2016 a zo bloavezhioù bizeost. Kement-se a c'hoarvez abalamour ma tro an Douar en-dro d'an Heol en ur ober 365,242198 devezh, da lavaret eo e vez ret lakaat da adklotañ an traoù ur wechig an amzer. Kement-se a vez lakaet da dalvezout en deiziadur gregorian, an deiziadur a vez graet gantañ ar muiañ er bed.
Ar reolenn a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulskoude, ma vefe lakaet un devezh ouzhpenn bep pevar bloaz e vefe re goude ur pennad, setu perak eo bet lakaet ar reolenn-mañ da dalvezout:
- Bizeost eo ar bloavezhioù a c'haller rannañ dre 4 met n'haller ket rannañ dre 100.
- Bizeost eo ar bloavezhioù a c'haller rannañ dre 400.
Neuze 'ta ne vez ket bizeost ar bloazioù kantek evel 1700, 1800 ha 1900 abalamour d'ar poent kentañ, ha bizeost e oa ar bloazioù 1600 ha 2000 abalamour d'an eil poent.
- | 2000 | - |
1904 | 2004 | 2104 |
1908 | 2008 | 2108 |
1912 | 2012 | 2112 |
1916 | 2016 | 2116 |
1920 | 2020 | 2120 |
1924 | 2024 | 2124 |
1928 | 2028 | 2128 |
1932 | 2032 | 2132 |
1936 | 2036 | 2136 |
1940 | 2040 | 2140 |
1944 | 2044 | 2144 |
1948 | 2048 | 2148 |
1952 | 2052 | 2152 |
1956 | 2056 | 2156 |
1960 | 2060 | 2160 |
1964 | 2064 | 2164 |
1968 | 2068 | 2168 |
1972 | 2072 | 2172 |
1976 | 2076 | 2176 |
1980 | 2080 | 2180 |
1984 | 2084 | 2184 |
1988 | 2088 | 2188 |
1992 | 2092 | 2192 |
1996 | 2096 | 2196 |